DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ MIMI LABEYRIE
  • DISKOUEZADEG GANT MIMI LABEYRIE

  • LIVADURIOÙ
  • EUS AN 31 A VIZ HERE D’AN 20 A VIZ KERZU

  • HALL GLENMOR

  • Livour-Kizeller-Ornour
  •  

    Ganet e oa Mimie Labeyrie e Villiers-le-Bel, mammvro ar stafferien, e 1953. Tremenet en deus e yaouankiz er mengleuzioù gips, boemet gant an danvez-se, ha dre ma oa danvez un arzour ennañ en deus lakaet e varregezh, evel-just, e servij ar vicher kozh-douar-mañ : ar Staff (un danvez hag a c’hoarvez eus plastr ha gwiennoù plant).

    Goude bezañ labouret e chanterioù en estrenvro e-pad bloavezhioù (Londrez, Aljer, Moskov, Birmingham…) evit krouiñ kinkladurioù a lorc’h e oa deuet d’ober e annez e Breizh e 1986 e kêriadenn Melioneg, e-kreiz ar pradeier, ar c’hoadeier, al lanneier hag ar geunioù ; ul lec’h brav evit ar c’hrouiñ hag evit degemer tud.

    Dilezet en doa ar moullañ liammet gant ar staff evit krouiñ pezhioù dibar hepken. Adalek 1990 e oa en em lakaet en-dro d’an tresañ en un doare siriusoc’h, ha d’al livañ e 1996. Gant ur gubouriezh vrokus leun a dreuzskeudennoù e oa en em lakaet d’an eoullivañ en-dro hag en em lakaet e oa da livañ arvestoù eus ar vuhez pemdez evel « Ar vreudeur Térieurs » (Alain hag Alex), arvestoù eus ar Bibl : « Trizek ouzh taol », « gweledigezh Ezekiel (pe Yehezkel) ».

    Levezonet kalz eo e labour gant al lec’h m’emañ o chom. Ar bed-se, lec’hiet e Kreiz-Breizh ha war ar maez, ur bed kelt ha leun a gredennoù kozh-douar, en deus lakaet anezhañ da grouiñ un heuliad kalvarioù : « Kalvar gant ar familh », « Kalvar e-unan », « Kalvar Ouesk  » pe « Kalvar dour » e zoare dezhañ da adtaolennañ « Radell ar Meduza » gant Géricault.

    Gant ur sell leun a fent e pled hiziv gant an eoullivañ ha santout a reer ivez e ra e labour dave d’ar Bannoù-Treset.

    Ar pezh a blij dezhañ a-raok pep tra, muioc’h eget diskouez e oberennoù er palieroù, eo rannañ e Arz gant ar re all dre ober kizelladurioù dirak an dud, mont war al leurenn asambles gant sonerien pe krouiñ mozaikennoù diwar darbodoù ha pediñ an dud da gemer perzh en abadenn.

    Diskouezadeg da welet a Lun da Wener eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust