ARZ AR GWERENNOÙ-LIVET WAR GOAD
  • ARZ AR GWERENNOÙ-LIVET
    WAR GOAD

  • DISKOUEZADEG PAUL LEONE
  • EUS AR 7 A VIZ C’HWEVRER D’AR 4 A VIZ MEURZH

  • HALL GLENMOR

  •  
  • Ur c’hammed bihan evit un arzour met ur c’hammed bras evit an arz ?
    Labouret en deus war e oberennoù, da gentañ, dre zidroc’hañ ha pegañ war ar c’hoad. Krouet eo bet an teknik-se gantañ, hervezañ. Ar pal e oa klask kompren ar pezh a santer pa weler ur werenn-livet, met war un daolenn. Ha kement-se ne c’halled ket santout war lien. Komañset en doa neuze da zidroc’hañ tammoù darbrenn ha bodet ha livet en doa anezho da c’houde. Pep tamm bihan a oa sañset bezañ un tamm gwer livet, evel ma vez graet ar gwerennoù-livet.
    Peget en deus anezho en urzh war ur blakenn darbrenn, da c’houde en deus liammet anezho gant plastr hag, evit echuiñ, lakaet en deus anezho e liv. Kinnig a ra an dra-se evel « arz ar gwerennoù-livet war goad » ha hervez an holl alioù emañ ar gwir gantañ.
    Bremañ emañ « arz ar gwerennoù-livet war goad » o’n em zizober diouzh pep tra ! C’hoant en deus da vevañ en egor, en e frankiz war e gostezioù. Echu eo gant ar sternioù, kaeroc’h a-wechoù eget an oberenn, hag a zistumm ar pezh zo c’hoant da lakaat da dremen da gentañ. Echu eo gant an egorioù redius a zo eus mentoù termenet al lienoù livañ. En deiz hiziv eo deroù un dispac’h bihan hag a ro tro d’en em zizober diouzh ar stern. Kinniget eo an oberenn evel m’emañ e gwirionez ha staliet e vez ouzh ur voger, ur speurenn, ur gloued, a-istribilh e c’haller lakaat anezhi zoken. N’emañ ket mui dirak ur voger met en em unaniñ a ra ganti hag en em veskañ ganti penn-da-benn, evel pa vefe ganet an div er memes mare ha ne c’hallfed ket dispartiañ an eil diouzh eben. Ur c’hammed war-raok eo eta en emdroadur al liverezh. Bez’ eo, ha ret eo en lavaret, ur c’hinkladur hag a gaera un egorenn ivez.

    Diskouezadeg da welet eus al Lun d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e.

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust