DISKOUEZADEG PIERRE COLLETTI : BOMM NOTENNOÙ
  • DISKOUEZADEG PIERRE COLLETTI
    "BOMM NOTENNOÙ"

  • LUC’HSKEUDENNOÙ SONADEGOÙ HAG ARZOÙ-STRAED
  • EUS AR 5 A VIZ DU D’AR 16 A VIZ KERZU

  • HALL GLENMOR

  •  
  • Pierre Colletti, kelenner gitar klasel ha luc’hskeudenner, zo staliet e Karnoed abaoe warlene.

    E war-dro hanter-kant diskouezadeg en deus kinniget e luc’hskeudennoù e Pariz, Troyes, Chaumont, St André-les-Vergers, Ste Savine, La Chapelle-St Luc, Sant Romieg de Provença (St-Rémy-de-Provence), Naoned, Dammarie-les-Lys, Kallag, Lannuon…
    Ezel eo eus ar gevredigezh Arz Treger, ur strollad arzourien, abaoe deroù ar bloaz.
    Goude bezañ bet dibabet asambles gant 21 luc’hskeudenner all e kemer perzh en Dastumad luc’hskeudennoù kinniget en enor da Zidier Lockwood.

    An diskouezadeg « Notennoù a-dammoù » a laka ac’hanomp da vont tre e nested ar vuzisianed, e mareoù ma vez sipet o spered, ma vezont e kendon gant ar sonerezh, ma vezont a-unvan gant ar binvioù. An dremmoù-se o’n em veskañ gant ar benveg evit ober unan hepken eo donezon al laer skeudennoù a zo eus Pierre Colleti, en em ouestl, eñ ivez, d’ar binvioù-kerdin a-viskoazh.

    Diskouezadeg da welet eus al Lun d’ar Gwener, eus 9 eur da 12 eur hag eus 2e da 5e30 e hall al Leurenn Glenmor.

  • Tarifs
    GWELADENN FRANK HA DIGOUST
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.