PRAA + THE SLOW SLIDERS
  • PRAA + THE SLOW SLIDERS

  • SOUL MODERN, INDIE POP
  • SADORN 22 A VIZ KERZU | 9E00

  • KLUB

  •  
  • Lakaat a ra Praa ur soul modern war-raok, ken uhelek ha m’eo skañv. Dindan an anv-se e kuzh ur vaouez yaouank desket-kaer hag a zo gouest da genlakaat he levezonoù, ken e vez sebezet an nen. He c’hanaouennoù zo warno liv an RnB koulz hag un Trip Hop pe New Jack eus deroù ar bloazioù 90 ha harpet int war un doare produiñ hag a ra van d’ober gant an nebeutañ ar gwellañ a efedoù evit kemer gwelloc’h o lañs. Ur bed diazezet war labour fonnus ar vouezh ha tonioù gell-alaouret o sonliv en em zispak evel un aveler hag a lez un aer bividik da ziflipañ.

    Kinnig a ra ar pevar Naonedad eus The Slow Sliders un indie pop rock ha surf war tonioù efedus-tre. Gallet ez eus bet gwelet anezho, e-touez lec’hioù all, war leurennoù Yaouvezhioù ar Porzh e Brest pe an Transmusicales e Roazhon. Dont a raio o albom kentañ « Glissage tranquille » e-maez e miz Gwengolo 2018 gant al label Kythibong (Deerhoof, Electric Electric, Mansfield TYA, Marvin, Pneu).

     

     

  • Tarifs
    PU : 5 €
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn, an SDAY, an Erer kozh.