MA LAGAD – SELLOÙ WAR AR SAVBOENT
  • MA LAGAD
    SELLOÙ WAR AR SAVBOENT

  • DISKOUEZADEG-ATALIER TUD YAOUANK
  • EUS AN 8 D’AN 22 A VIZ KERZU

  • SAL AR DISKOUEZADEG -1

  • Kreizenn Pompidou
     
  •  

    LEURENN GLENMOR

    Dre an diskouezadeg-atalier-mañ, awenet gant stirad-web ar Greizenn Pompidou evit ar vugale adalek 5 bloaz, e c’heller stagañ gant kraf ar savboent dre berzh pemp staliadur dibar. Mont a ra ar re vihan hag ar re vras da avanturiñ dre ar sell : furchal evel arkeologourien ar c’hrouiñ gant Raphaël Garnier, ren an enklask betek diskoachañ sekredoù savouriezh ar Greizenn Pompidou war lien livañ Vincent Broquaire, c’hoari gant adskedoù mell Pierre Vanni, dilec’hiañ pezhioù Paul Cox evit gwelet gwelloc’h, ha sevel skeudennoù e liv diwar stummoù Stéphane Kiehl. Rannet e vez savboent pep hini war ar c’hrouiñ grafek neuze.

    Bugale ambrouget adalek 5 bloaz

    Mont e-barzh frank evit ar familhoù, dre enskrivañ evit ar skolioù war ar sizhun

    Pad ar weladenn : 1e45

    Degemer ar skolioù war ar sizhun adalek 9e30 betek 11e30 hag adalek 2e betek 4e gk

    Degemer an hiniennoù adalek 10e betek 12e hag adalek 2e betek 6e gk d’ar merc’her ha d’ar sadorn, hag adalek 2e betek 6e gk d’ar sul.

    Mirout : 02 98 99 37 50 | contact@glenmor.bzh

     

    SINEMA AR GAZEG C’HLAS

    SKIGNAÑ AR FILM BERR "MA LAGAD : AR SKEUDENN WAR LUSK"

    Treiñ a ra « Ma Lagad », stirad-web ar Greizenn Pompidou, d’ur film evit un abadenn arzel lusk ganti. Dre vodañ krouidigezhioù dibar gant sevenerien yaouank hag oberennoù eus dastumad ar Greizenn Pompidou e kinnig ar film-mañ soubañ ac’hanoc’h er skeudennoù hag er sonioù, evit dizoleiñ un dibab a videoioù lec’h ma teu buhez en elfennoù diwar lusk ar blivañ. Hag ar stummoù o skeiñ ar ventadurezh, al livioù o vont da heul, al linennoù o tañsal a-gadañs ... Digoromp bras hon daoulagad hag hon divskouarn !

    Eus an 8 d’an 22 a viz Kerzu

    Evit an holl adalek 4 bloaz

    Mont e-barzh frank, betek ma chomo plasoù

    Pad ar film : 30 munutenn

    Eurioù an abadennoù : sadorn 8 a viz Kerzu da 10e hag 11e, sul 9 a viz Kerzu da 3e ha 4e gk, merc’her 12 a viz Kerzu da 10e hag 11e, sadorn 15 a viz Kerzu da 10e hag 11e, sul 16 a viz Kerzu da 3e ha 4e gk, merc’her 19 a viz Kerzu da 10e hag 11e, sadorn 22 a viz Kerzu da 10e hag 11e

    Darempred : 02 98 93 32 64 | cinemalegrandbleu@yahoo.fr

     

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Kenlabour gant Leurenn Glenmor, Kêr Garaez, Kreizenn Pompidou, Bro Kornôg Kreiz Breizh