GOUEL AR SONEREZH
  • GOUEL AR SONEREZH

  • SADORN 22 A VIZ MEZHEVEN

  • KREIZ-KÊR - KARAEZ

  • Traoù nevez er bloaz-mañ ! Ul leur-zañs bras-divent war blasenn an ti-kêr, addigoradur dreistordinal an Embassy hag an Traction.
    SKOL SONEREZH AR POC’HÊR, JEAN-JACQUES TOUX, DOUCHKA, BLUTCH.
  •  

    Gouel ar sonerezh, un emgav eo arabat c’hwitañ warnañ e-kerzh ar c’houlzad sevenadurel, zo o tistreiñ en ur stumm nevez, e-skeud ar politikerezh renet evit adreiñ buhez da greiz-kêr, hag aloubet e vo gantañ plasenn an ti-kêr, a vo treuzfurmet en ul leur-zañs bras-divent evit un nozvezh hepken !

    Da neuze e vo addigoret tavarnioù Francis Madeg ha Jean-François Vaillant ! Adkavit endro an Embassy hag an Traction eus 7e d’abardaez betek 10e noz. Un addigoradur berrbad ha dreistordinal hag a vamo an dud a oa boas da zaremprediñ al lec’hioù-se. Tro o do an dud da splujañ e kalz a eñvorennoù ha da lidañ asambles nozvezhioù Karaez !

    10E30-11E30
    LAZIOÙ-KANAÑ (SKOL SONEREZH AR POC’HÊR)
    PLASENN AR MARC’HALLAC’H (DIRAK DELWENN AR C’HOAREZED GWADEG & EN UR VALE ER MARC’HAD)

    2E00-3E00
    SONADEG GANT AR STROLLAD ROCK + SEISMA (SKOL SONEREZH AR POC’HÊR)
    LIORZH AR C’HASTELL RUZ

    3E00
    POURMEN EN UR SENIÑ (SKOL SONEREZH AR POC’HÊR)
    LOC’HAÑ EUS LEURGÊR AR C’HASTELL RUZ, DEGOUEZH EN ILIZ PLOUGÊR
    Pourmenadenn kaset en-dro gant sonerien ha kanerien. Daou ehan gant sonerezh a vo graet war an hent hag e-touez traoù all e vo ur sonadeg gant div delenn ha kananouennoù da zañzal da ziskanañ holl asambles.

    5E00-6E00
    SONADEG GANT AL LAZIOÙ-KANAÑ HAG AL LAZ-SENIÑ KERDIN (SKOL SONEREZH AR POC’HÊR)
    ILIZ PLOUGÊR
    Kenlabour etre al laz-seniñ kerdin ha korioù ar skol sonerezh dre ur programm liesseurt, eus Vivaldi da vBjörk en ur dremen dre Ola Gjeilo…


    ADALEK 7E30
    PLASENN AN TI-KÊR

    PRED
    War ar roll-meuzioù : Silzig, fritez, krampouezh, stlipoù...
    Pred aozet gant ar gevredigezh Tro Karaez
    (Ma vez glav e vo debret ar pred e Ti ar Vro)

    7E30-9E00
    JEAN-JACQUES TOUX (Dj Set)
    Un den ha ne gosha ket. Ur seurt Peter Pan e Kreiz-Breizh. En e 52 vloaz emañ Jean-Jacques Toux ha gantañ e vez savet programm an Erer Kozh abaoe deroù an avantur. Eus e voemenn gant ar sonerezh en deus graet e vicher. Da-geñver gouel ar sonerezh e raio war-dro an troerioù-pladennoù da lakaat ac’hanoc’h da selaou ar pezh a zo plijet dezhañ e-pad un DJ set… ROCK !!!

    9E00-11E00
    DOUCHKA (Dj Set)
    Douchka, o tont eus Douarnenez, ne c’haller ket dioueriñ, evit kalz a dud. Goude bezañ kemeret perzh er Red Bull Music Academy e Tokyo eo en em gavet Douchka gant ar skipailh Nowadays asambles gant Fakear, La Fine Équipe hag arzourien all e penn a-raok ul luskad sonerezh nevez e Frañs. En e ved sonerezh e kaver beat-où nerzhus ha birvidik, binvioù klasel kemmesket gant stokellegoù elektronek, a ro tro dezhañ da adtaolenniñ ur bed modern ha diles war un dro. Diwar an dra-se e tisoc’h ur c’hoktel bervidant ! Foetañ bro a ra Douckka e-ser c’hoari e festivalioù Garorock, Dour, Pitchfork, Scopitone ha war al leurennoù brudetañ e Frañs a-bezh hag en Europa. An energiezh dibar dispaket war al leurenn hag an darempred gant an arvesterien a blij d’an holl. E-kreiz ar bam hag an estlamm en deus embannet e albom kentañ, anvet « INFANTILE », a zo bet selaouet abaoe tost da bemp milion a wechoù, en holl, dre internet.

    11E00-01E00
    BLUTCH (Dj Set)
    Abaoe 2014 emañ an den yaouank donezonet-kaer Blutch o tispakañ e sonioù plijadurus karget a c’hroove hag a dommder, e-ser bezañ brudetoc’h-brudetañ. En deroù-tout e oa beatmaker etre abstract hip-hop ha house hag abaoe ar mare-se en deus toullet ar produer breizhat ur c’haer a hent ha deuet eo a-benn da vezañ unan eus sonerien nevez brudetañ an house e Frañs. Goude un nebeud abadennoù m’eo bet remerket en Astropolis, eo deuet da vezañ unan eus arzourien en annez an abadenn-se ; goude Panoramas, an Transmusicales hag ar c’hluboù hag ar salioù e Frañs a-bezh, n’en deus ket paouezet Blutch da lakaat e varregezh produer war wel. Gant ar pladennoù e-leizh embannet gantañ e tiskouez deomp ez eus ur c’hrouer ampart anezhañ hag emañ louc’hadur e son o cheñch dibaouez. E albom kentañ a vent vras a zeuio er-maez e 2019 gant Astropolis Records. Anvet eo « Terre Promise » ha rentañ a raio enor d’e Vreizh c’henidik, en ur ziskouez ur sonerezh elektronek c’hwek ha hedro.

     

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Kenlabour gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Skol sonerezh ar Poc’hêr, ar gevredigezh Tro Karaez.