DISKOUEZADEG KIZELLADURIOÙ
  • DISKOUEZADEG KIZELLADURIOÙ

  • EUS AR 5 D'AR 25 A VIZ C’HWEVRER

  • HALL GLENMOR

  • Ra sono ar gouel da viken !    
  • Er bloavezh-skol 2017-2018 o doa bet holl skolidi skol Diwan Karaez ar chañs da gemer penn an hent war-zu ur veaj vurzhudus e bed an arzoù...   

    Dre un ermaeziadenn bedagogel e deroù ar bloavezh, o doa gellet ober anaoudegezh gant un dek arzour·ez bennak bodet holl e Melioneg da geñver 12vet diskouezadeg "Kizellañ". Eno o doa dizoloet labour kizellerezed ha kizellerien e kreizik-kreiz ar c'hrouiñ.

    O kenderc'hel da dostaat ouzh an arzoù a-vremañ e oa anat dimp neuze boulc'hañ ur raktres krouiñ a-stroll gant ar skolidi a drugarez da sikour Mimi Labeyrie, d'an nevez-hañv 2018.

    Dibabet gant ar skolidi peseurt bed a vefe ha setu ma oant kroget gantañ da labourat ha da stummañ danvez betek reiñ korf d'ar spered gouel ha levenez dre veur a dudenn.

    An 12 oberenn-mañ, bet meret gant ur meskaj fibrennoù strujek ha plastr, a gas a bep tu c'hoazh son ar gouelioù niverus a zo bet aozet e meur a lec'h e Breizh e 2017 ha 2018 a-benn lidañ 40 vloaz rouedad kevredigezhel skolioù dre soubidigezh Diwan.

    Hag e kendalc'h ar sonerien-mañ da reiñ ton d'al levenez ha d'al lorc'h-mañ : bezañ deuet a-benn da reiñ ur plas bev d'ar brezhoneg en XIXvet kantved. Ha c'hoazh gante e vez ijinet meulodioù nevez a gas buhez d'ar chadennad-tud kengred dibar-mañ a oar digeriñ speredoù ha dorioù bedoù dieub...

    Diskouezadeg da welet a Lun da Wener eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.

     

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    SKOL DIWAN KARAEZ