DISKOUEZADEG GANT ATALIER ARZ KARAEZ
  • AN ATALIER KARAEZ ARZ

  • DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ
  • EUS AN 28 A VIZ MAE D'AR 24 A VIZ MEZHEVEN

  • HALL GLENMOR

  • An atalier Karaez Arz, hag a zeu war-lerc’h atalier Polychrome Mariannick Morvan, a ginnig an diskouezadeg kentañ graet gant labourioù e skolidi.


    Goude bezañ labouret en un doare klasel-kenañ gant eoullivioù e-pad an trimiziad kentañ, ar skolidi o deus gallet ober un un nebeud taolioù-esae gant livioù akrilek. 
    Tommoc’h eo deuet an atalier gant foñsoù a-liv gant an douar, douar Sienna, teñval ha melen. Foñsoù peurvat evit poltredoù maouezed, gwazed ha bugale gant koefoù livet, hag ivez divuhezennoù hag a zegas soñj eus priajoù. 
    Ouzh an douar tomm e vez enebet yenijenn arc’hlas ha levn ar metal. Gant ur c’hoari gouloù hag amc’houloù ez eo en dargemm e kaver lintr an dir, ar c’houevr hag ar staen. Metal melezour, ma ouzhpenner ur frouezhenn bev he livioù, ez eo touchennoù ruz, melen pe limestra a zeu da redek en adskedoù gris ar c’hastelodennoù, ar boestoù hag ar picheroù.

    Skolidi ar bloavezh kentañ a zo laouen ivez o kinnig un nebeud eus o livadurioù, graet ganto a-hed ar bloaz-mañ ma’z int bet oc’h ober anaoudegezh gant an tresañ hag al livañ.

    Alix Naudot

    Diskouezadeg da welet a Lun da Wener eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e, hag ivez diouzh an noz pa vez abadennoù.

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust