DISKOUEZADEG GANT NINA FINCH
  • DISKOUEZADEG GANT NINA FINCH

  • LIVADURIOÙ DIFETIS
  • EUS AR 4 A VIZ DU BETEK AN 19 A VIZ KERZU

  • DIGOUST

  • AKRILIK HAG EOUL

  • Ganet eo N i n a F i N c H e Pariz, studiet he deus al livouriezh en Atalieroù Montparnasse ha labouret he deus evel livourez-kinklourez evit ar c’hoariva en atalieroù brasañ Pariz ha Tolosa.

    He hent eo savidigezh he livadurioù, pe ar c’hontrol marteze, al livourez a denn d’ar pezh eo, ha, d’ar pezh a ra, un hollad dirannadus ha gwirion eo hag a venn livañ ar pezh na c’haller ket gwelet.

    Ar C’hoariva hag an dañs n’o deus lezet choaz ebet ganti : un dra ha ne c’hall ket dioueriñ eo an egorennoù bras evit skrivañ hent ar gouloù hag al livioù a sklêrijenn ar vuhez.

    Un dae nevez eo pep livadur, abaoe 35 bloaz zo : tremen eus an Dreistrealouriezh d’an Ekspresionouriezh alaman hag a-benn ar fin d’an Difetisted.

    « Ur vestrez eo al livouriezh hag a c’houlenn kalz, hep goulezel tra ebet ; al livouriezh a rank servijout un dra all estreget al livouriezh, n’eo ket krouiñ traezennoù a ya d’en em goll er goullo, met un nerzh eo, en deus ur pal hag a rank talvezout da gemmañ ha da buraat ene mab-den. »

     

  • Tarifs
    GWELADENN FRANK HA DIGOUST