• Al Leurenn Glenmor he deus serret he dorioù d’an dud ha rediet eo bet da ampellañ hec’h obererezhioù abaoe ar 16 a viz Meurzh tremenet.
    E-pad ar prantad digent-se eo bet hor skipailhoù o’n em soñjal evit prientiñ hor c’houlzad sevenadurel nevez. Reiñ a reomp emgav deoc’h a-vremañ e miz Gwengolo evit kemenn hor programm deoc’h.

    Digor e vez hor sal d’an dud bremañ*.
    Evit a sell ouzh an abadennoù nullet e pedomp ac’hanoc’h da lenn penaos e c’hallo bezañ restaolet priz ho plasoù deoc’h :

    • BILHEDOÙ PRENET WAR-EEUN E DEGEMER AL LEURENN GLENMOR :
    Pediñ a reomp an dud o deus c’hoant e vefe restaolet priz o flas dezho (pe e vefe roet ul lizher-kaoud dezho evit hor c’houlzad sevenadurel nevez), dont da zegemer ar savadur, gant o bilhed orin hag un DAB (daveennoù bank). Gallout a rit ivez kas an teulioù-se dre lizher, gant ar furmskrid a c’hallit pellgargañ o klikañ amañ.

    • BILHEDOÙ PRENET EL LEC’HIOÙ GWERZHAÑ DIAVAEZ :
    Rouedad Francebillet (Fnac, Carrefour, Géant) / Rouedad Ticketmaster (Leclerc, Cora, Auchan) : Evit ma vo restaolet priz ho plasoù deoc’h, kit war-eeun d’ho lec’h gwerzhañ, gant ho pilhed orin.

    Ken ar c’hentañ evit bevañ asambles ganeoc’h mareoù brav a sevenadur hag a from !

    Diwallit mat.

    (*Hervez an erbedadennoù yec’hedel evit stourm ouzh emled epidemiezh ar c’hororavirus er vro ne c’hall dont e-barzh al Leurenn Glenmor nemet tud gant ur maskl (war-bouez ar vugale dindan 11 vloaz).

  •  
  • Tarifs
    -