31vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH
  • 31vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH

  • SADORN 24 & SUL 25 A VIZ HERE | 10E00-07H00

  • LEURENN GLENMOR

  •  
  • Un emgav ha na c’haller ket c’hwitañ warnañ eo Gouel al levrioù, al lec’h diskouez gwellañ evit an embann e Breizh anezhañ. Dalc’het e vez bep bloaz e Karaez e dibenn-sizhun diwezhañ miz Here. En abadenn-se e vez degemeret ar braz eus an tiez-embann e Breizh hag ouzhpenn 300 skrivagner, anez ankouaat an dek mil a weladennerien feal a zeu d’an emgav. « Ar varzhoniezh vreizhek en he holl zoareoù…» : ne vanko ket tem an 31vet dalc’h-se da lakaat war wel petra a vez degaset gant Breizh d’an oberenn hollvedel varzhek dre he c’hizidigezh dezhi.

    Prezegennoù tematek a vo e-pad ar festival hag abadennoù ma vo roet priz ar romant gant Kêr Garaez, priz danevelloù Ti-kêr Karaez ha Priz Langleiz.

    Titouroù : festivaldulivre@gmail.com

     

     

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Kreizenn sevenadurel vreizhek Egin.