
-
KOULZAD SEVENADUREL EN ILIZ PLOUGÊR
-
SONEREZHIOÙ KLASEL HAG HENGOUNEL
-
SULIOÙ 21 & 28 a VIZ EOST & SUL 4 A VIZ GWENGOLO | 6E00
-
ILIZ PLOUGÊR - KARAEZ
-
QUATUOR POISSON-CHATGREEN GLAZLÙA
-
> SUL 21 A VIZ EOST : PEVARAD POISSON-CHAT
Sonerezh en dour divoull
Gant ar pevarad Poisson-chat e vez kontet istorioù a dremenomp hebiou dezho peurliesañ, istorioù sonerezh enno bugaleaj, faltazioù doñvaet, frankizoù hardizh a-vordilh.
Gant e skritur avanturus, glavuzik, bepred mousc’hoarzhus, ar strollad dic’hortoz-se a ginnig deomp e zoare da lenn barzhoniezh ar bed. Ha gant hon disonioù a-unvouezh, hor biolinoù adtoniet, hor strolladoù adkavet, laouen omp, ken-ha-ken, o kroaziañ hon hentoù.Antoine Peran : fleüt a-dreuz
Pierre Droual : biolin
Juliette Divry : gaolviolin
Tim an Naet : akordeoñs
> SUL 28 VIZ EOST : GREEN GLAZ
War kanoù ha dañsoù hengounel, hag ivez war testennoù ha sonerezhioù nevez-savet gant an eil hag eben, mouezh Véronique ha telenn Marie en em laka da zasseniñ, a-wechoù e reont gwrizioù, a-wechoù all e nijont kuit. Etre oabloù kemm-digemm Iwerzhon ha traoñiennoù Kreiz-Breizh, pep hini a c’hall kavout e hent…
Véronique Bourjot : Kan
Marie Wambergue : Telenn gant loc’hoù> SUL 4 A VIZ GWENGOLO : LÙA
Kanennoù hag a bed d’ar veaj
Lùa a dalvez kement ha « loar » e galizeg. He diskemmoù hag hec’h adskedoù zo aroueziet ganto kejadenn div ganerez donezonet-kaer, puilh ha dibar o hentadoù, Morgane AR C’HUÑV ha Mélanie PANAGET. Ur bedadenn da veajiñ eo ar gejadenn-se… Eus Galiza da Afghanistan, en ur dremen dre Vreizh, Asturiez, Italia pe Venezuela emañ an daouad Lùa o vageal etre primaozadennoù ha kanennoù hengounel. An delenn, ar saz hag ar pandeiro a gej ouzh mouezhioù tomm ha nerzhus ha sevel a reont ur bed sonerezh sebezus ha karadek.
Mélanie Panaget : Kan, saz, binvioù tos
Morgane ar C’huñv : Kan, telenn -
Tarifs5 € / - 18 vloaz : digoust
Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken. -
OrganisationKensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Eostad Arzoù.
-
-
-