MADAM GASCAR
  • MADAM GASCAR

  • MOUEZHIOÙ MALGACH
  • MEURZH 15 A VIZ GENVER | 10E30 & 2E00

  • AÑFI

  • TRIAD MAMISO
    Adalek 6 vloaz. 
  •  

    Koant-kenañ eo madam Gaskar, dindan he brozh douar ruz brodet baobabez warni, gant he zroioù-gouzoug e kerniel zebu hag an troioù-brec’h mein prizius a zo o tañsal tro-dro d’he daouarzorn. An triad mouezh Mamiso a gan he splannder, he finvidigezhioù, he lorc’h hag ivez he zristidigezh, deuet diwar an dizemglevioù hag ar warizi a vez etre he bugale. Madam Gaskar n’eo ket ur vaouez hepken, bez’ eo an Douar mamm, ene Madagaskar ; un enezenn ma poulz pep tra ; ar vanilha, ar maniok, al litchi, ha poan he deus, koulskoude, o vagañ holl he bugale.

    An arvest-mañ zo evel ur voutailh stlapet e Meurvor Indez. Resev a reer anezhi gant eurvad ken fromet ha frealzet e vezer gant an dañs hag ar sonerezh, awenet gant ar c’hanoù hengounel. Kemmeskañ a ra teir mouezh noazh Mamiso, Mevah ha Njiva evit lakaat ac’hanomp da gompren nerzh ur sevenadur hag a zegas ar genskoazell hag an doujañs.

    Un arvest evit pareañ ha kas ar gwallsperedoù diwar-dro.

    Pad : 50 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI : GOULENN OUZH HOR SEKRETOURIEZH.
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, Yaouankizoù sonerezh Frañs.