LINA BELLARD & TUD PEDET
  • LINA BELLARD & TUD PEDET

  • SONEREZH HA DANEVELLOÙ
  • GWENER 15 A VIZ C’HWEVRER | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Da-geñver embannadur pladenn Lina Bellard e kinnigomp deoc’h en nozvezh-se un abadenn doubl savet evel un emgav gant an arzourez yaouank vreizhat.

    Kinnig a raio Lina Bellard el lodenn gentañ eus an nozvezh-se an abadenn « Toutes les filles s’appellent Jeanne », un abadenn dibar ma kan ha ma son hec’h-unan ha m’he deus bodet elfennoù ur vojenn hag a laka tal-ouzh-tal gant eñvorennoù familh hag istorioù diwar ar maez. Kemmeskañ a ra hengounioù, testenioù ha marsoñjoù eus kanoù kozh gant skedoù an teir zelenn ha gant heklevioù an dielloù son. Ar sonerezh, jestroù an arzourez, he mouezh kanet ha komzet, he frapadoù tevel en em vesk gant un dañs lidek mat da lakaat ur gwirvoud mojennel da zifoupañ.

    An arzourien-testoù bodet tro-dro dezhi eo an dud a zegas an oberiadur : pep hini a c’hoari gant e ijin. Al leurenn hag ar sal, hep disrann, a ya d’ober un dachenn arnodiñ

    e-lec’h ma teu darvoudoù ha tudennoù dibar war wel, gant livioù merket gant ar mousgoap hag an hiraezh.

    En eil lodenn eus an nozvezh he deus choazet Lina Bellard pediñ an dud o deus sikouret anezhi da skrivañ hec’h arvest ha da sevel he fladenn. Gant mignoniezh, Titi Robin, Grégory Dargent (Electrik GEM, Hijâz’Car) hag ar c’honter Didier Kowarsky o deus respontet d’ar galv. Kinnig a raint un tamm abadenn n’eus ket bet anezhi c’hoazh e-lec’h ma vo ar c’herdin hag arzoù ar gomz mesk-ha-mesk.

    Sonaozañ, skridoù, telenn & mouezh : Lina Bellard

    Son ha sevenedigezh elektroakoustek : Guillaume Tahon

    Gouleier : Sébastien Bouclé

    Sell diavaez, kuzulier arzel : Didier Kowarsky

    Arzourien pedet : Titi Robin, Grégory Dargent, Didier Kowarsky

     

  • Tarifs
    PB : 5 € / PB : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod.