FRÉDÉRIC FROMET : ÇA FROMET !
  • FRÉDÉRIC FROMET : ÇA FROMET !

  • KANAOUENNOÙ FLEMMUS
  • SADORN 23 A VIZ C’HWEVRER | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Anavezet eo Frédéric Fromet gant e ganaouenn gelaouiñ kanet gantañ bep sizhun war France Inter asambles gant Charline Vanhoenacker hag Alex Vizorek. Ne erbed tra ebet na den ebet. Abalamour m’eo skoaziet evel un dañserez klasel ha m’eo tanav e vouezh en em lavarer e tle bezañ jentil-kenañ ar paotr-se. Hama ? Eeun eo an ton hag un tamm bras a fallentez en deus. E linenn-stur : chom hep kemer netra a-barfeted, eñ da gentañ. En e skridoù e laka traoù gwir war wel, ha pa vefe lakaet an dud da c’hoarzhin ha/pe da skrignal bep taol. Daoust d’e benn jentil, bez’ eo ur spered nagennus a zen leun a zenelezh. Kanañ ha seniñ gitar a ra Fréderic Fromet. Eilet e vo gant François Marnier ha Rémy Chaton, an eil gant an akordeoñs hag egile gant ar gourvioloñs.

    Adalek 10 vloaz.
    Pad : 1e.

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 17 €