
-
BIRDS ON A WIRE
-
MOUEZH HA GAOLVIOLOÑS
-
SUL 31 A VIZ MEURZH | 5E00
-
AÑFI
-
ROSEMARY STANDLEY & DOM LA NENA
-
Kanerez ar strollad Moriarty, Rosemary Standley, hag ar sonerez gaolvioloñs Dom La Nena, o doa krouet o daouad e 2012. A-gevret ez eont en tu-hont da harzoù ar rummadoù hag ergerzhet a reont kanaouennoù pe tonioù liesseurt kanet pe sonet en un doare blizidik ha c’hwek-kenañ. Goude embannadur ur bladenn plijet d’ar vurutellerien ha d’an dud e tistroont war al leurenn evit soubañ e tonioù nevez hag a zo ken strobinellus ha ken liesseurt all. Raktreset o deus enrollañ ur bladenn nevez nebeut goude. En eil lodenn eus Birds on a Wire e kendalc’h an daouad hep e bar da sebeziñ ac’hanomp gant kanaouennoù pe tonioù kanet pe sonet gant Pink-Floyd, Cat Stevens, Gilberto Gil, Gabril Fauré, Jacques Brel, Nazaré Pereira, Bob Dylan ha kalz a ganerien hag a sonerien all c’hoazh… Bez’ e vo, a-dra-sur, ur veaj sonerezh nevez leun a draoù kaer hag ar fromadennoù.Pad : 1e15
-
TarifsPB : 10 € / PK : 18 € / PD : 20 € / PL : 23 €
-
-