PURA FÉ
  • PURA FÉ

  • BLUES AMERINDIAN
  • SONADEG NULLET

  • Kerse eo ganeomp kemenn deoc’h eo nullet, en desped deomp, sonadeg Pura Fé, programmet d’ar 6 a viz Ebrel.
    Pediñ a reomp an dud o deus prenet ur bilhed e gwiched al Leurenn Glenmor da vont e darempred gant hor sekretouriezh evit gwelet penaos e vo restaolet an arc’hant dezho : 02 98 99 37 50
    Pediñ a reomp ac’hanoc’h da zigareziñ ac’hanomp eus an diaezamant.

  •  

    Pura Fé, arzourez emouestlet ha speredel, zo eus meuriad an dTuskaroraed eus ar Vroad Indian e Norzh Karolina. Gant he mouezh sklintin ha kizidik-kenañ e laka ac’hanomp da ober anadouegezh gant ur bed sonerezh dibar, un meskaj laouen etre blues, sonerezh hengounel indian eus Norzh Karolina ha folk song. Hec’h albom diwezhañ anvet « Sacred Seed » a ginnig sonaozadennoù hag a o gav o nerzh e hengoun amerindian ar rakblues, hag e testennoù hag a gont deomp kredennoù denelour ar plac’h he deus skrivet anezho, ouzhpenn kanaouennoù gant Duke Ellington (« In a Sentimental Mood ») ha Norman Greenbaum (« Spirit In The Sky »). Hec’h albom donañ ha herañ war un dro he deus savet Pura Fé amañ.

    Da-geñver ar sonadeg-mañ e vo bannet gant ar Gazeg C’hlas ar film « Rumble ! Le rock des indiens d’Amérique » sevenet gant Catherine Bainbridge hag Alfonso Maiorana, d’ar Sadorn 6 a viz Ebrel da 5e00, dirak Pura Fé (priz : 5 €).

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 13 € / PD: 15 € / PL : 17 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod.