PEVARLAMM + JACQUES PELLEN
  • PEVARLAMM + JACQUES PELLEN

  • SONEREZH BREIZH
  • GWENER 1añ A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Pevarlamm a ginnig Entan, nevez-krouet gantañ. Ur sell a-vremañ ma vez mesket tonioù dibar ha tonioù nevesaet diembann. Ar strollad a glask awen ivez e hengoun Kerne-Izel (Bro-C’hlazik, Bro an Aven, ar Vro Vigoudenn) hag a zo awenet gant sonerezhioù ha broioù all. Kavout a reer e Entan kanaouennoù gouestlet da bennoù bras o deus merket sonerezh Breizh, testennoù a-vremañ diwar-benn orin ar sevenadur-se peotramant diwar-benn santimantoù personeloc’h. Er c’hempouez sonerezh-se a ya eus ar sonioù rock betek ar riffoù afrikamerikan, eus ar maloya betek sonioù Galiza, ez a sonerezh Breizh gant Pevarlamm war-zu hentoù nevez, merk ur sevenadur bev !
     
    Kavout a reoc’h, e lodenn gentañ an nozvezh, ar gitarour ha sonaozer Jacques Pellen. Ar Brestad a daol ur sell war e hent er sonerezh... hag evit ar wech kentañ : e-unan ! Levezonet eo bet gant e familh a sonerien, gant degouezh ar folk song amerikan hag ar wagenn geltiek a darzhas er bloaziadoù 70. C’hoari a ra Jacques Pellen gant bevennoù ar stiloù-se en ur lakaat enno un tamm sonerezh a-vremañ hag ur sell war ar prim. Ur valeadenn e bro an aberioù (dave da John Abercrombie ivez) ma weler kichen-ha-kichen Gerschwin ha Kristen Noguès, tonioù eus Iwerzhon, tonioù eus Breizh ha tonioù personeloc’h...
     
    Binioù, bombardoù, uilleann-pipes & low whistles : Konogan an Habask
    Kan & binvioù tos : Elsa Corre :
    Violoñs & mandolenn : Gabriel Faure
    Toumperezh & binvioù tos : Jérôme Kerihuel
    Gitar & bouzouki : Thibault Niobé
    Gitar-boud : Erwan Volant
     
     
  • Tarifs
    PB : 5 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
  • Organisation
    Kensavet gant Leurenn Glenmor, Paker Prod.