KAKAW
  • KAKAW

  • C’HOARIVA BREZHONEK
  • MEURZH 5 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  • Kompagnunezh LA OBRA
  •  
     
    War-lein ar menez, un tu bennak en Amerika Latin, e veve ur gozhez kaezh. Kozh-kozh e oa ken ma veze lavaret, er gêriadenn, e oa bet krouet gant al Loar, asambles gant ar plant hag al loened, d’ar mare ma oa difreuz an douar c’hoazh. Un deiz e voe skoet ar gêriadenn gant ur c’hleñved-red a lakaas an hengoun en arvar, ar beizanted da vont da vicherourien hag a viras ouzh an dud da evañ o c’hakao dezho, nerzh buhez o fobl. Ar gozhez kaezh, gwardez sekred ar c’hempouez, a rankas bezañ kalonek-mat evit sikour ar gêriadenn da bareañ.
    Gant an arvest Kakaw ez eer e-barzh bed Amerika Latin evit ober anaoudegezh gant Istor nevesaet ar chokolad, e implij hengounel betek an amzer a-vremañ ma vez debret er bed a-bezh. Pedet e vez an arvesterien da vevañ ur veaj, fentus a-wechoù, diwar hengoun al lidoù maya a-wechoù all, eus plasoù labour-douar bras Amerika Latin betek hon taolioù gwarniset gant chokolad. Gant ar pezh-c’hoari e lakaer ar gaoz war tem an dreistproduiñ industriel a-vern ha war buhez an dud e kumuniezhoù orin ar Vayaed.
     
    Leurenniñ ha dramaouriezh : Belen Riquelme Sandoval
    C’hoari : Martina Diaz Perez, Tifenn Lineatte
    Leurennaozañ, prestoù : Josué Rajpop
    Sonaozañ : Perynn Bleunven
     
    Pad : 40 min.
     
     
  • Tarifs
    DIGOUST EVIT AR RE DINDAN 16 VLOAZ / LISEIDI, STUDIERIEN & KLASKERIEN LABOUR : 8 € / PL : 12 €
    BILHEDOÙ E GWERZH WAR AL LEC’H HEPKEN
  • Organisation
    Kensavet gant Leurenn Glenmor, Emglev Bro Karaez, lise Diwan.