LE PETIT PHIL ROUGE
  • LE PETIT PHIL ROUGE

  • KONTADENN FENTUS HA FILOZOFEK
  • SUL 7 A VIZ EBREL | 4E00

  • AÑFI

  • JO COOP CIE.
  •  

    Phil zo ur bugel en e-unan hag en em soñj kalz. A-dal d’e c’hoari diñsoù, e varroù-livañ hag e hunvreoù emañ o sevel goulennoù outañ e-unan : « Petra eo ar vuhez ? » Pelec’h ‘ta kavout ur respont ma n’eo ket en e ijin hag en e stultennoù bugel ? Er road-movie-se gant teir mouezh, anezhañ ur pleustrad bihan a filozofiezh hag ur gontadenn fentus war un dro, e konter gant follentez ha from pegen diaes eo mont gant an hent a gas war-zu an oad gour.

    En arvest-se e konter un istor gant teir mouezh evel pa vefe lennet ur skrid sonerezh. Pep arzour a zegas e « verb » a zave d’an daou all hag a gloka anezho : ar sonerezh, al liverezh hag ar skeudenn, ar gomedienn, ar c’hoari hag ar gomz.

    Testenn : Catherine Pouplain ha Jean Quiclet
    Sonerezh : Stéphane an Taleg
    Leurenniñ : Jean Quiclet ha Marie-Paule Guillet

    Adalek 4 bloaz
    Pad : 50 min

     

  • Tarifs
    PU : 1 €
    BILHEDOÙ E GWERZH WAR AL LEC’H HEPKEN
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Échanges et Cie.