MIOSSEC
  • MIOSSEC

  • KANAOUENNOÙ
  • SUL 21 A VIZ EBREL | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • « Boire », « Baiser », « À Prendre », sed aze titloù albomoù hoalus evit deroù ur vicher leun a bromesaoù e stumm un taol-dorn, war-eeun, atahinus ha melkonius. Met e gwirionez, a-hed an amzer hag a-hed e bladennoù, ur wech evet ar voutailhad bier diwezhañ digoret gant an dorn hag aet ar c’hoantoù lik diwar wel, emañ an den o tont da vezañ fur, n’eo ket mui ken strizh an dilhad kaner zo dindanañ. Dont a ra Miossec en-dro gant an albom kaer « Les Rescapés », e albom gwellañ sur a-walc’h. Test eo eus e vare, enkadenn an enbroidi, ar cheñchamant hin met kaozeal a ra ivez eus Brest, ur gêr hollvezant n’eur ket evit tremen hepti. Ober a reer anaoudegezh gant ur c’haner seder hag en deus kalz a blijadur gant e vouezh ha ne chom ket da dermal evit arnodiñ sonioù nevez. Koshaet eo Miossec, n’en deus ket mui c’hoant da dagañ ur chopinad, ken en deus taolet ar voutailh er mor da c’hortoz deizioù gwelloc’h.

     

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 18 € / PD : 20 € / PL : 23 €