(MÊME) PAS PEUR DU LOUP
  • (MÊME) PAS PEUR DU LOUP

  • STALIKEZ SONEREZH HA GOAPEREZH WAR AR SKRAMM BRAS
  • LUN 29 A VIZ EBREL | 9E30 HA 10E45

  • AÑFI

  • LABEL CARAVAN 
  •  

    Piv en devez aon c’hoazh rak ar bleiz ? N’eo ket ni ! ha n’eo ket, dreist-holl, al loened en em gaver ganto e filmoù an avanturioù-mañ. Gant pevar film berr ha tri film berr-berr, anezho teñzorioù eus ar sinema bevaat rusian, amerikan, saoz ha gall sevenet etre 1943 ha 2014, an arzourien a laka war wel bleizi n’int ket ken spouronus-se, droch alies, ha sichant a-wechoù zoken. Ar sonerezh a zo bet krouet gant Olivier Leroy hag Anne-Laure Bourget ha sonet e vez war-eeun ken e laka liv kaer ur sonadeg war ar filmoù pa vezont skignet. Dre gemmeskañ tonioù ha trouzioù en em zispak ar skeudennoù d’o zro gant o sonerezh, maget gant binvioù-tos eus ar bed ar bezh, gant binvioù dic’hortoz, gant klavieroù a bep seurt, gant traezennoù diheñchet, gant lodennoù kanet pe komzet. Hoskellat a ra an emdroioù sonerezh krouet evel-se etre sonerezhioù eus ar bed, sonerezhioù pop, barok, hag un hollved gant an nebeutañ ar gwellañ a efedoù. Un teuzar !

    Pad : 50 min
    Adalek 4 bloaz

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, Yaouankizoù Sonerezh Breizh.