ARZOÙ-STRAED
  • ARZOÙ-STRAED

  • ARZOÙ-STRAED
  • SADORN 20 HA SUL 21 A VIZ GOUERE | 12E00

  • PLASENN AN TI-KÊR - KARAEZ

  • Da-geñver gouel an Erer Kozh e vo lakaet bourrapl e kêr Garaez ha kinniget e vo deoc’h arvestiñ ouzh abadennoù war blasenn an ti-kêr.
    Tro ho po d’ober un ehan gant ho familh pe gant mignoned, en ur dremen ur mare plijus e kreizig-kreiz kêr !

  •  

    SADORN 20 A VIZ GOUERE
    MOLDAVIZ
    KZH PAS VU PAS PRIS

    En em gavet nevez zo eus Moldavia ar C'heheder, Drago Popovitch ha Piota Katchiev, oueskerien a live uhel, « kreñv, yen ha digizidik ouzh ar yenijenn », a ginnig deoc’h un arvest leun a farserezh hag a furlukinerezh gant sonerezh ha dañsoù hengounel slav. Gant ur fent dic’hortoz ha garv e veskont ar c’hoari hag an taolioù-kaer : eus teknik ar biz houarn betek abadenn-dibenn sabatuus ar spoutnik ifern, en ur dremen dre ar falz soviedel ha steredenn Moskov. Kaset e vioc’h gant an daou zen-se en o bed gant un derez fent par da hini an evaj a daolont warno a-hed o zaolioù-kaer !
    En ur stumm « Borat doare sirk » e vez kinniget gant ar Voldaviz abadennoù jangliñ ha troioù-ouesk lerc’h-ouzh-lerc’h, evit un arvest dic’hortoz da c’hoarzhin a-greiz kalon. Arabat c’hwitañ da welet an arvest-se !

    Pad : 1e


    SUL 21 A VIZ GOUERE
    ETRE AN DOUR HAG AR C’HLER
    KZH CONTENT POUR PEU

    An dro-lavar « bezañ etre an dour hag ar c’hler » a dalvez kement ha bezañ en entremar, da lavaret eo kaout douetañs ha chom war var.
    Komañs a ra pep tra gant un tamm douetañs, un dra dic’hortoz. Daou zen eus ar sirk, hag a rank kenderc’hel gant an arvest, zo luziet e plegennoù drochoc’h-drochañ. Evel-se int paket e-barzh ar jeu, e krouont… A-wechoù kollet, gwechoù all peuzprest, met sevel a reont en-dro bepred.

    Pad : 40 min

     

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Aozet gant : Kêr Garaez