KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR
  • KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR

  • SONEREZH KLASEL HAG HENGOUNEL
  • D’AR SULIOÙ 18 & 25 A VIZ EOST, 1añ A VIZ GWENGOLO | 6E00

  • ILIZ PLOUGÊR - KARAEZ

  • En iliz Plougêr, kaer ar c’hleved enni, e vo degemeret evit an eizhvet bloavezh diouzhtu, ur c’houlzad sonerezh gant tri emgav.

    Gant an arzourien pedet e vo kinniget tonioù liesseurt en-dro d’ar sonerezh hengounel ha klasel.
    Pep strollad a zegaso ur sell disheñvel : mouezhioù ha binvioù, sonerezh kozh, nevez, kempennet, primaozet…

  • Miraelsol

    SUL 18 A VIZ EOST

    Sonerezh klasel eus Spagn hag eus Suamerika


    Kinnig a ra an daouad Miraelsol deoc’h oberennoù birvidik eus ar sonerezh spagnol, un liamm etre ar c’hanaouennoù pobl hag ar re glasel.

    Lakaat a raio ac’hanoc’h da veajiñ da Andalouzia gant e sevillanaoù, e flamenco ha betek Amerika latin gant e dangoioù eus Arc’hantina, e ganaouennoù eus Brazil ha valsennoù all. Anaoudegezh a reot gant ur bed o vrallañ etre kuñvder al luskellerezioù ha « fuego » an orged (Fréderico Garcia-Lorca, Manuel De Falla…).


    Solenn Diguet : kan

    Samuel Mirales : gitar


    Tayir

    SUL 25 A VIZ EOST

    Kerdin piñset ha binvioù-tos iranat


    « Tayir », ret eo kompren « al labous » hag e nij, pe marteze, piv a oar, o yezh heson ? An tri-se, diantav, evel laboused ‘Attar, zo o nijal a-us menezioù ha traoñiennoù, kerdin piñset ha krec’hin stignet d’ar seizh avel. An triad-se, c’hwek o sonioù, a laka kerdin piñset ha binvioù tos iranat da zasseniñ, en ur glask seniñ en un doare tener, e-ser lezel ur plas a bouez d’ar seniñ mozel war ar prim. Lakaat a reont dibaouez da soñjal e amzer hag e kontreoù sonerezh ur Reter nes ; a-wechoù eus Turkia pe eus Persia, o furchal e hengoun Breizh-Izel evit distreiñ d’un Europa varok, adstagañ a reont gant ur gaozeadenn gozh, un diviz leun a estlamm boutin etre daou ved n’emaint ket ken pell-se an eil diouzh egile a-benn ar fin.


    Florian Beleg : tombak, daf iranat

    Gaspard Deloison : oud

    Maëlle Vallet : kanun, telenn ha kan


    SkeeQ

    SUL 1 A VIZ GWENGOLO

    Krouidigezh awenet gant sonerezh hengounel


    An triad breton SkeeQ en deus choazet sevel tonioù gant e demoù dezhañ, e-ser tennañ e awen eus kened ar broioù skandinavat hag eus un toullad levezonoù a ya eus ar sonerezh barok da René Aubry, eus sonerezh Breizh da zDebussy. Ar c’herdin en em frot hag a genson, ar sevenadurioù a groaz an eil gant egile, an tonioù kozh hag ar re nevez en em vesk a-dost. Bommoù rikamanet, ripipioù mistr, notennoù a-unan hag a-unvan… emañ hor spered o nijal kuit en un dañs dous ha ne anavez harz ebet.


    Floriane Le Pottier : violoñs

    Mael Lhopiteau : telenn geltiek

    Tristan Le Breton : gitar


  • Tarifs
    PH : 5 € / Digoust evit ar re dindan 18 vloaz.
    Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken.
  • Organisation
    Kensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, ar Gevredigezh Eostad Arzoù.
    Degemeret c’hwek gant Peter Breton