ALLO, TAD-KOZH AN NEDELEG ?
  • ALLO, TAD-KOZH AN NEDELEG ?

  • ARVEST-PERZHIAÑ WAR-EEUN GANT PENN-AHEL AN NORZH
  • YAOU 12 A VIZ KERZU | 10E00 & 2E00

  • AÑFI

  • MORWENN LE NORMAND & ROLAND CONQ 

  • E Breizh, nozvezh Nedeleg zo bet a-viskoazh ur vammenn evit ar c’hontadennoù hag ar mojennoù… Kontañ a reer n’en doa ket kredet Tad-kozh an Nedeleg, eñ e-unan, e-pad kantvedoù, lakaat e dreid du-mañ ! un abeg hepken zo d’an dra-se : an avel. Aon en deveze razañ… aon ruz.

    Tad-kozh an Nedeleg ebet, prof ebet ! Neuze pa oa deuet an amzer ez eo ar vugale a gane a zor da zor, er c’hêriadennoù, an diskan-mañ : « Kanomp Nouel evit un aval, evit ur bêrenn, evit ur bannac’h sistr da evañ » ha roet e veze dezho ur bêrenn amañ, un aval aze pe un nebeud madigoù…

    An istor-se eo an hini o defe c’hoant Morwenn ha Roland da gontañ deoc’h met divizet en deus Penn-ahel an Norzh ober mod all, ha mirout a raio outo a gontañ an doare-se d’ar vugale. Tad-kozh an Nedeleg zoken, ur paotr fin anezhañ, a bellgomzo hag a adpellgomzo, ar pezh a zegaso fourgas en afer-se, evit prouiñ e oar kaozeal… e brezhoneg bremañ !

    Kan : Morwenn Le Normand
    Gitar : Roland Conq

    Adalek 3 bloaz.
    Pad : 45 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI : GOULENN OUZH HOR SEKRETOURIEZH.