RUSSIAN CIRCUS
  • RUSSIAN CIRCUS

  • DAOUAD FURLUKINED, FENT HA JANGLIÑ
  • SADORN 14 A VIZ KERZU | 4E00

  • AÑFI

  •  CIE L’HÉMISPHÈRE DE L’OUEST
  •  

    Prest eo an aotrou Piotr, dileuriad illur eus skol sirk Rusia d’ober e brezegenn, eilet gant e skoazeller hep e bar. Hemañ diwezhañ avat n’en em gav ket ha rediet eo an aotrou Piotr da nullañ an abadenn… An dimezell Bou, un arvesterez kollet anezhi, a gemer e lec’h a-daol-dak neuze : troioù-ouesk, jangliñ, embreger loened, en em wedennañ… a bep seurt zo ! Klask a reer gouzout meur a dra neuze. Ha sodiñ a raio an dimezell Bou gant taol-mouezh ha mouezh kurun an aotrou Piotr ? Ha dont a raio a-benn d’ober e brezegenn betek penn ? Petra a daolo an holl abadennoù-se ur wech lakaet penn-ouzh-penn ? Ha lakaat a raio an dimezell Bou hegaz de sevel en aotrou Piotr ? Ha derc’hel a raio e grog ? M’ho peus c’hoant da c’houzout, deuit buan da arvestiñ ouzh ar brezegenn diroll-se !

    Adalek 3 bloaz.

    Pad : 50 min.

     

  • Tarifs
    PH : 8 €