ALTER REAL + VINCE LAHAY
  • ALTER REAL + VINCE LAHAY

  • ELEKTRO POP, FOLK
  • SADORN 21 A VIZ KERZU | 9E00

  • KLUB

  •  
  • Diskuliañ a ra Alter Real war an taol e sav c’hoant bras ennañ ergerzhet tachennoù sonerezh nevez. E penn ar mekanik sonerezh flamm-flimin unanvleinet-se e tiskouez Xavier Laporte emañ o c’hoari muioc’h eget biskoazh. Evel ur Mount Kimbie pe ur c’hKaribou ne chom ket etre daou soñj evit lidañ, evit brasañ plijadur an diskouarnoù lipous, eured ar sonerezhioù arnod gant ar pop. Ouzhpenn-se e ro an eured hardizh-se lec’h da vouezhioù arzourien all hag a zeu, gant bervder, da gaeraat an tonioù sklaer ha melkonius war un dro. War al leurenn e vo eilet ar produer gant daou soner, Julien Lemonnier (Mermonte) ha Florian Pardigon (SBRBS, We are van peebles).


    Vince Lahay en doa embannet e albom kentañ "Birds on the grave", sinet gant al label Bloody Mary Music and Records eus Strasbourg, e miz Ebrel 2018. Enrollet e oa bet ar bladenn en ul lochenn goad savet gant e dad e Kreiz-Breizh ha produet ha sonvesket e oa bet penn-da-benn gant an arzour e-unan. Diwar an dra-se e tisoc’h ur folk modern, barzhonius, melkonius ha kreñv, un doug d’an avanturioù digavandenn e doare « into the wild ».


     

  • Tarifs
    PH : 5 €
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, ar SDAY, an Erer Kozh.