EN HENT WAR-ZU AR GLOAR
  • EN HENT WAR-ZU AR GLOAR
    TRIAD EWEN DELAHAYE FAVENNEG

  • BALEADENNOÙ LAOUEN HA BARZHONIUS WAR GAN
  • GWENER 7 A VIZ C’HWEVRER | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Tri zata-kozh mousc’hoarzhus en o c’hoazez war ur skaon… war vord ar mor ? War vord Breizh ? War vord ar vuhez ? Dezho o-zri, ouzhpenn daou gantved a vuhez, ur c’hantved hanter a garantez, ha 60 vloaz zo emaint int o-zri o seniñ asambles. Patrick, Gérard ha Melaine ez eo an Triad Ewen, Delahaye Favenneg, a vez lesanvet gant ar Vretoned, ur mousc’hoazh e korn o muzelloù : Triad EDF. En em glevet a reont atav evel laeron er foar, me ’lavar deoc’h !

    Breizh eo o bro, evel-just : maget he deus anezho gant he gweledvaoù, he zud, he sonerezhioù, he hunvreoù. Met distroet o deus an dorzh d’ar gêr, en ur c’hoari abaoe 50 vloaz zo pe dost war an holl hentoù, en tavarnioù, e salioù ar gouelioù, er c’hoarivaoù hag er festivalioù. Lakaet o deus o violoñsoù, o gitaroù, o banjoioù, o harmonikaioù da seniñ. Lakaet o deus ar yezhoù da ganañ, ar galleg, ar brezhoneg, ar saozneg. Setu perak e kriont hiziviken, evel ma rae Woodie Guthrie en e amzer : « En hent war-zu ar gloar ! ».
    Tremen o buhez o kanañ, o seniñ, o kontañ hep sevel re war an daol, aze emañ ar boch  memes tra ! Na c’hoarzhit ket : dic’hortoz eo o zreuz er vuhez. Setu tri den, tri mignon, bevet ganto ur vuhez leun-mat a blijadurioù hag a boanioù, a vousc’hoarzh c’hoazh, hag a lavar deomp en o 70 vloaz tremenet : « ho pet plijadur gant ar vuhez ».

    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Ipisiti production.