BORDERS BEHIND
  • BORDERS BEHIND
    ADNAN JOUBRAN

  • SONEREZH EUS AR RETER, SONEREZHIOÙ EUS AR BED
  • SUL 16 A VIZ C’HWEVRER | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • Evit kregiñ da seniñ en e-unan en deus choazet bidoc’hig an Triad Joubran bodañ tro-dro dezhañ tri c’heveler deuet eus sevenadurioù disheñvel : ar soner tabla indian Prabhu Edouard, ar violoñselour Valentin Mussou hag ivez Habib Meftah Boushehri gant ar binvioù tos. Da-geñver ar sonadeg-se aozet el Leurenn Glenmor en em gavo ar soner fleüt Sylvain Barou (ur paotr eus ar vro) war al leurenn gant ar strollad-se eus ar c’hentañ troc’h.

    Borders Behind, hag a laka da glevet pegen barrek eo ar sonaozer Adnan Joubran, zo un oberenn digor war ar bed. Klevet a reer frondoù jazz hag endroioù c’hwek ha kreñv, gwisket gant troellennoù e oud, evel pa vefe sonerezh ur film diwar faltazi.
    E bourzh kasadennoù blizoniek e oud emañ Adnan Joubran oc’h ergerzhet ur sonerezh eus ar Reter ma tifluk levezonoù eus India hag eus ar flamenco. E-kreiz ur pempad oberiet (tabla, binvioù tos iranat, violoñsel, oud, fleüt), emañ bidoc’hig an Triad Joubran, genidik eus Nazareth, o tegas ul lizher-sonerezh hollvedel. Borders Behind eo anv an albom.
    Ar c’hoant don-se d’an digeriñ war ar bed a vez santet er pennadoù donañ hag a vez lakaet da dalvezout gant kasadennoù bervidant. Meskaj soutil al luskoù deuet eus kontreoù pell hag eus sklaerder al linennoù heson a zispak un bed faltazius kreñv, maget gant an nac’h da chom bac’het.

    Oud : Adnan Joubran
    Binvioù tos : Habib Meftah
    Violoñsel : Valentin Mussou
    Tabla : Prabhu Edouard
    Fleüt : Sylvain Barou

    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod.