SCHINÉAR, EUS SINA D’AR BALKANIOÙ
  • SCHINÉAR, EUS SINA D’AR BALKANIOÙ

  • SONEREZHIOÙ EUS AR BED
  • YAOU 26 A VIZ MEURZH | 10E30 & 2E00

  • AÑFI

  • AR RAKTRES SCHINEAR
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
    Adalek 6 vloaz
  •  

    Li’ang Zhao zo ur mailh war ar seniñ gant ur benveg iskis, ur violoñs sinaat e kroc’hen naer : an ehru. Sed aze un dra nevez dija ; met ouzhpenn da se, pa vez un den dioutañ e-unan o c’hoari gant ur soner mandolenn hag ur soner akordeoñs, kement-se a ro ur c’hoktel sonioù biskoazh souezhusoc’h !

    Schinear a arouez an amzer a-raok Tour Babel, pa ne oa ket dispartiet an dud an eil re diouzh ar re all en ur bern pobloù. P’o doa choazet an anv-se o doa roet Li’ang, Maxime ha Denis ton o zriad : ur prantad sonerezh ma vez kemmesket c’hwek ar sonerezhioù eus ar Balkanioù, eus ar Reter-Nesañ hag eus Azia, ar sonerezh hengounel hag ar startijenn degaset gant ar rock. Rak an dud yaouank-se o deus ur raktres troet da vat war-zu an amzer da zont : lidañ ar beajoù, ar guriusted, pinvidigezh ar c’hejadennoù, ha, dreist pep tra, ar pezh a vod ac’hanomp en tu-hont d’an disheñvelderioù a zo etrezomp.

    Pep hini eus o sonaozadennoù zo un ergerzhadenn, pep hini eus o sonadegoù zo ur prantad a vreudeuriezh. Un avantur sonerezh hag a ro startijenn !

    Akordeoñs : Denis Spriet
    Gitaroù, kan, binvioù tos : Maxime Vidal
    Erhu (violoñs sinaat) : Li'ang Zhao

    Adalek 6 vloaz.
    Pad : 50 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI, GOULENN OUZH AR SEKRETOURIEZH
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France.