WAR AN DOUBIER
  • WAR AN DOUBIER

  • KANAOUENNOÙ GANT SUKR HA GERIOÙ
  • YAOU 2 A VIZ EBREL | 9E30 & 10E45

  • AÑFI

  • TILT !
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
    Adalek 3 bloaz
  •  

    War an doubier e kaver kanaouennoù. Ur gitar, ur banjo ha daou zen lipous a gan hag a gont istorioù diwar-benn ar sukr, ar piknikoù, ar madigoù, ar c’hi a zebr traoù iskis… Istorioù farsus ha sonennoù a gas ac’hanomp betek hor gwele evit un dañs-ront gant al loar…

    Splujit e bed ar re vihanañ : ar pezh a vez debret, ar pezh a vez lakaet er genoù, ar pezh a vez tañvaet pe a vez restaolet. En abadenn-mañ, empennet a-ratozh evit ar re yaouankañ, e reer anaoudegezh gant ar mouezhioù, ar sonioù, ar stummoù, al livioù ha pediñ a reer ar vugale da genlodañ ur veaj varzhoniel dre ar skiantoù. Ur stumm skañv ha c’hoarius a vez kaset en-dro war un doubier, el lec’h ma vez daou zen lipous o lipat o mourroù diwar sukr ha gerioù hag a vesk hag a zivesk boued evit treuzfurmiñ anezhañ e kanaouennoù. Un daouad puraet ha dous, kuilh, hoalus met un tamm diskiant ivez.

    Banjo, gitar klev, oukoulele, binvioù tos bihan, traezennoù klevet : Éric Doria
    Kan, traezennoù klevet : Marion Rouxin

    Adalek 3 bloaz.
    Pad : 40 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI, GOULENN OUZH AR SEKRETOURIEZH
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France.