ROCÍO MÁRQUEZ
  • ROCÍO MÁRQUEZ
    + DAOUAD MENNETEAU - BARBEDETTE

  • KANAOUENNOÙ FLAMENCO, SONEREZHIOÙ A DEMZ
  • SADORN 4 A VIZ EBREL | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Gant he mouezh vezevellus ez eo unan eus ar c’hanerezed flamenco a vez c’hoantaet ar muiañ. Ur vezañs skedus hag a laka kridiennoù da redek a gorf da gorf. Biskoazh souezhusoc’h, dont a ra Rocío Márquez a-benn da lakaat an holl dud da sevel a-du an eil re gant ar re all, eus an dud nevez-deuet d’an dud arroutet. Kinnig a ra ur flamenco diglink ha gwirion ha lakaat a ra war wel holl zoareoù un arz mouezh e servij ar paloioù (stummoù ha stiloù) ar re lusket ar muiañ hag ar re reishañ. Er mare-mañ ma vez zapet kalz-kalz, ma vez implijet kalz ar pellgomzerioù hezoug hag ar rouedadoù sokial e kinnig Rocío Márquez lakaat an dud d’ober gant o memor dre « Visto en el Jueves », anv he fempvet albom. Selaou memorioù bev ha liesdoare e-ser implijout, e-ser didroc’hañ, hag evit echuiñ e-ser sonveskañ kanaouennoù pobl o deus ul liamm a bouez war an dachenn bersonel : bezañ bet diskoachet gant Rocío e marc’had an traoù kozh istorel « El jueves » en he straed, la calle Feria e Sevilla


    Kan : Rocío Márquez
    Gitar : Juan Antonio Suarez « Canito »


    Adkavit, el lodenn gentañ eus an nozvezh-se, ar c’haner Eric Menneteau hag an delennourez Hoëla Barbedette (o doa kejet an eil ouzh egile e 2005 e stummadur kentañ ar C’hreiz Breizh Akademi). C’hoari a reont daou-ha-daou abaoe un nebeud bloavezhioù ha kinnig a reont kanaouennoù dibabet en hengoun dre gomz ar Vretoned, gant ul liv mozel kreñv. Ul labour krouiñ, a c’houlenn kalz, a gemer stumm e-pad pell, graet gant un daouad bev-buhezek a laka startijenn da dremen etre int hag an dud.

    Telenn mikrotonek : Hoëla Barbedette
    Kan : Éric Menneteau


    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod.