AN HOLL VARTOLODED ZO KANERIEN
  • AN HOLL VARTOLODED
    ZO KANERIEN

  • KANAOUENNOÙ, C’HOARIVA
  • GWENER 8 A VIZ MAE | 8E30

  • AÑFI

  • FRANÇOIS MOREL, GÉRARD MORDILLAT,
    ANTOINE SAHLER, AMOS MAH
  •  

    Yann-Vari ar Gelveneg…

    Dassoniñ a ra an anv-se c’hoazh en hon divskouarnoù evel ur rebech. Piv a anavez an anv-se c’hoazh ? Peseurt lec’h a vez roet da Yann-Vari ar Gelveneg en torkadoù barzhonegoù pe en torkadoù kanaouennoù gallek ? Lec’h ebet. Yann-Vari ar Gelveneg, aet da goll er mor pa oa tregont vloaz, zo un tasmant evit al lennegezh hag ar c’hanaouennoù : n’eus ket mui anezhañ. Hogen evel ma lavare Rimbaud : « n’eus ket a daolioù degouezh pe n’eus nemet taolioù degouezh ». En ur foar an traoù kozh e Sant-Luner (Il-ha-Gwilen) e tiskoachas François Morel, hag a oa o follennata kelaouennoù kozh aet gant ar fru, ur c’hraflevr eus 1894 « La Cancalaise » ma oa bodet daouzek kanaouenn diwar bluenn Yann-Vari ar Gelveneg, skeudennaouet gant ar saver kanaouennoù.

    Bez’ e voe evel ur peñsead a zougen dorn d’e saveteer. Prenañ a reas François Morel ar gelaouenn ha touiñ a reas e tennfe Yann-Vari ar Gelveneg eus ar mor ma oa kouezhet, da lavaret eo eus poull an ankounac’h. Gant sikour Gérard Mordillat hag Antoine Sahler e stagas da reneveziñ an testennoù, da lakaat sonerezh warno ha dreist-holl da lakaat selaou anezho en-dro. Bremañ e vefe Yann-Vari ar Gelveneg François Morel. Adkavout a rafe ur c’horf, ur vouezh, ur vuhez…

    Testennoù : Gérard Mordillat
    Testennoù ar c’hanaouennoù : François Morel
    Sonerezh : Antoine Sahler, François Morel, Gérard Mordillat
    Klavier, akordeoñs, gitar, binvioù tos : Antoine Sahler
    Gitar, gitar-boud, binvioù tos : Amos Mah

    Adalek 12 vloaz.

    Pad : 1e15.

     

  • Tarifs
    PB : 15 € / PK : 20 € / PD : 23 € / PL : 25 €