SELLIG - PENNAD 5
  • SELLIG - PENNAD 5

  • FENT
  • SADORN 23 A VIZ MAE | 8E30

  • AÑFI

  • Adalek 12 vloaz
  •  

    Goude 20 vloaz o c’hoari, Sellig a zo bet war an holl leurennoù e Pariz hag e Frañs a-bezh, eus ar Point Virgule d’an Olympia. Gant ar 5vet arvest-se, anvet « Pennad 5 », un abadenn arfoll evit ar familhoù anezhi, e kas Sellig ac’hanomp don en hor buhez pemdeziek, enni kalz a blegennoù hegazus ha fentus war un dro. Keñveriañ a ra an amzer dremenet gant an amzer vremañ : « Ha gwelloc’h e oa an traoù a-raok, e gwirionez ? ». Mont a reot kuit d’ar menezioù gant e c’hoar ruspin ha gae hag e vreur-kaer brudet Bernard evit ur chomadenn a vo trubuilhoù enni ken-ha-ken ha gwelet a reot, e-touez traoù all, penaos chom sioul er stankadegoù kirri. Er pennad 5-se e tarempred Sellig an tudennoù a-nevez ivez : ober a reot anaoudegezh, e-touez tud all, gant ur c’homedian kaer-iskis a gav dezhañ eo diboell ar bed a zo tro-dro dezhañ.

    N’eo ket ret tamm ebet bezañ gwelet pennadoù kent Sellig evit dont da c’hoarzhin gant ar familh pe etre mignoned gant e arvest « Pennad 5 ».

    Adalek 12 vloaz.

    Pad : 1e15.

     

  • Tarifs
    PL : 29 € / PK : 27 €
  • Organisation
    Aozet gant Diogène productions.