ACCROCHE-TOI SI TU PEUX
  • ACCROCHE-TOI SI TU PEUX
    KZH LES INVENDUS

  • FIÑVADENNOÙ JANGLET
  • SUL 5 A VIZ EBREL | 4E00

  • AÑFI

  •  
  • Lod o deus neuz ur c’hi, ar re-se neuz ur c’hazh. O favioù a hañval bezañ e voulouz ha gwevn-kenañ eo o c’houbloù. Ne ra an daou arzour alies nemet ur c’horf, dezhañ peder brec’h ha peder gar, evit ur veaj fiñvadennoù janglet a zeu dioutañ lanv ar polotennoù ront. Ouzhpenn-se eo mesket c’hwekted ar sonerezh gant gras ar janglerien. Plijout a raio d’ar re vihan ha d’ar re vras.

    Bretoned yaouank ampart war ar jangliñ int hag un taol-kaer eo o arvest kentañ. Gant an daouad-se e vez fiñvadennoù riklus, lañsus ha stank a denn d’ar jestraouerezh ha d’an troioù-ouesk war un dro. Perzh int en egor ha lod gant an arvesterien, en em sikour a reont, en em goll, kouezhañ ha dibradañ. Un arvest jangliñ resis, kaer-meurbet ha bev eo hag a liamm an eil ouzh egile daou zen hoalus, farsus ha brokus.

    Skrivañ ha jangliñ : Guillaume Cachera ha Nicolas Paumier
    Sell diavaez klask ha skrivañ : Maximes Sales
    Sell diavaez c’hoari ha leurenniñ : Johan Swartvagher
    Korollouriezh : Guillaume Martinet
    Sonaozañ : François Colléaux lesanvet iOta
    Gouleier : Cristobal Roussier.

    45 min.

     

  • Tarifs
    PU : 1 €
    BILHEDOÙ E GWERZH WAR AL LEC'H HEPKEN
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Échanges & Cie.