KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR
  • KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR

  • SONEREZH KLASEL HAG HENGOUNEL
  • SUL 23 A VIZ EOST | 6E00
    SUL 30 A VIZ EOST | 6E00
    SUL 6 A VIZ GWENGOLO | 6E00

  • ILIZ PLOUGÊR - KARAEZ

  • Deuit da vourrañ gant ar c’hleved kaer a zo en iliz Plougêr, gant ur programm hag ho kaso eus ar sonerezh kozh betek ar sonaozennoù nevesañ. 

  • SUL 23 A VIZ EOST : LAZ-SENIÑ 8611

    Eus ar sonerezh klasel betek ar sonerezh hengounel, al Laz-seniñ 8611 zo douget gant e c’hoant d’en em zigeriñ hag avanturiñ, da vont pelloc’h gant e raktresoù sonerezh.

    Joanna Malewski (soprano), Nicola N'haux (fleüt-treuz), Alice Sonia-Cadoret / Nikolaz Cadoret (telennoù)

     

    SUL 30 A VIZ EOST : SOLÈNE NORMANT

    Solène Normant, sonerez akordeoñs kromatek eus ar rummad nevez, sonerez liesdoare, sonadegourez ha sonaozourez war un dro, a grou sonaozennoù heson ha kendon awenet gant tonioù ha levezonioù disheñvel dastumet a-hed he buhez evel sonerez.

     

    SUL 6 A VIZ GWENGOLO : JUEGO DE SIEMPRE

    Gant ar c’hanaouennoù sefarat hengounel eus Spagn er Grennamzer e vez kontet ar pezh a c’hoarvez er vuhez. Amañ e roer anezho da glevet gant ampartiz, sederoni ha teneridigezh.

    Eva Fogelgesang (telenn, rebed, saz), Christophe Deslignes (kan, organetto, fleütoù), Balthazar Deslignes (binvioù tos)

     

  • Tarifs
    PU : 5 € / Digoust evit ar re dindan 18 vloaz.
    Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken.
  • Organisation
    Kensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Eostad Arzoù.