DEGEMER AN ARVESTERIEN
  • DEGEMER AN ARVESTERIEN

  • Evit lakaat an erbedadennoù yec’hedel da dalvezout evit stourm ouzh emled epidemiezh ar c’horonavirus er vro e vez lakaet doareoù nevez da dalvezout evit degemer an arvesterien el Leurenn Glenmor : 
  •  

    - Ne c’hall mont e-barzh al Leurenn Glenmor nemet an dud a wisk ur maskl (war-bouez ar vugale dindan 11 vloaz). Gwiskañ maskloù zo ret e-barzh al Leurenn Glenmor a-bezh.

    - Doujit, mar plij, d’an hed 1 m etre an dud e-barzh al Leurenn Glenmor. Pedet eo an arvesterien hag an arvesterezed da lezel ur plas vak a bep tu d’un arvester pe d’un arvesterez all pe a bep tu da bep strollad 6 den en ur memes renkad en añfiteatr.

    - Doujit, mar plij, d’an tu tremen a zo lakaet war wel war al leur, kuit d’an dud d’en em groaziañ.



    Evit degemer ac’hanoc’h gant an aozioù surentez gwellañ a-fet yec’hed :

    - Ar gorreennoù a vez touchet gant an dud (dornelloù, harzelloù diri, boutonoù ar pignerezioù, ar c’hogoù er privezioù) a vez naetaet etre pep abadenn.

    - Avelet e vez hor salioù bep taol etre 2 abadenn.

    - Ur blakenn bleksiglas zo ouzh hor c’hontouer degemer.

    - Izili hor skipailh a wisk maskloù.

    - Dileizhennoù hidroalkoolek a c’hallit ober ganto en hon halloù degemer.

     

    Gallout a ra an doareoù degemer cheñch hervez erbedadennoù ar gouarnamant ha hervez emdroadur an enkadenn yec’hedel. Kelaouiñ a raimp ac’hanoc’h dre hizivaat ingal hol lec’hienn Genrouedad (www.glenmor.bzh), a bedomp ac’hanoc’h da sellet outi a-raok dont.

  • Tarifs
    -