J’(OHN) IMAGINE
  • J’(OHN) IMAGINE

  • C’HOARIVA SONEREZH
  • YAOU 12 A VIZ DU | 8E30

  • AÑFI

  • KZH TRODIDRO 
    Adalek 14 vloaz.
     

  • Daou-ugent vloaz zo e varve John Lennon. Ha ma ne vefe ket « Imagine » ur ribourtadenn nemetken, ur gourc’hemenn ne lavaromp ket ?
    Daou zen, na oant ket graet evit kejañ an eil gant egile, zo o vont da adweladenniñ o dibaboù micherel hag arzel en ur geñveriañ ren o buhez ouzh oberenn ha buhez John Lennon. An hini kentañ, oadet a zek vloaz ha tri-ugent d’ar mare m’emañ oc’h ober ur bilañs a bouez eus e vuhez, a spluj en e amzer-dremenet pa oa fan evit sklaeraat e spered. An eil, saver kanaouennoù a vremañ, a gav a-daol-trumm an heklev eus prederioù Lennon pa veze sachet-disachet spered hennezh etre kenwerzheladur e sonerezh hag an onestiz arzel. Evit kontañ an istor-se ez a ar c’homedian Nigel Hollidge da ganer hag ar saver kanaouennoù-sonaozer-kaner, Alan Korbell, ne chom ket etre daou soñj evit mont da gomedian. En em gavout a raio kanaouennoù John Lennon gant ar re savet gant Alan, hag an dud hollvrudet John, Paul ha Yoko, a vo pedet da zont.

    Empennañ ha c’hoari : Alan Corbel & Nigel Hollidge
    Kenlabour arzel : Véronique Ros de la Grange, Nigel Hollidge
    Leurennaozañ ha krouiñ gouleier : Cyrille Guillochon
    Son : Emmanuel Six


    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    TS : 5 € / PB : 8 € / PD : 13 € / PL : 15 €
    Abadenn profet gant ho koumanant