YOUP’ LA BOUM
  • YOUP’ LA BOUM

  • KANAOUENNOÙ EVIT AR RE YAOUANK
  • YAOU 10 A VIZ KERZU | 10E00 & 2E00

  • AÑFI

  • SHARLUBÊR
  • C’hoariellat a ra Sharlubêr gant e c’hitaroù, e cigar box, e vanjo, e oukoulele hag e sampler, e c’hoarielloù sonerezh ha kement zo ! Er vouezh, er gerioù hag en trouzioù graet gant ar genoù ez eus loened o kaozeal, glav o kouezhañ gant ar bizied, ul laz-seniñ o tirollañ nemet gant ar vouezh, ur boulomig-erc’h na fell ket dezhañ teuziñ, ur pone a vez o trotal war an teod, ur marc’h-houarn bihan, ur familh gant un tadig a zo o chom war ar biz-bihan, ur vamm en em wisk gant lienadoù… Ar vugale a selaou, a sell, a zañs, a gaoze etrezo hag a ersav ouzh ar sonioù hag ouzh ar c’hanaouennoù gant o mouezh, o c’horf. Gallout a ra an dud deuet ivez stagañ ganti, a-hend-all !

    Adalek 3 bloaz.
    Pad : 45 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI, GOULENN OUZH AR SEKRETOURIEZH