PANIQUE AU MINISTÈRE
  • PANIQUE AU MINISTÈRE

  • C’HOARIVA
  • SUL 12 A VIZ KERZU | 5E00

  • AÑFI

  •  

  • Evit lidañ he dek vloaz emañ « Panique au ministère », ar gomedienn hollvrudet bet skrivet gant Jean Franco ha Guillaume Mélanie », o cheñch neuz. Ur skipailh nevez a aktorezed hag a aktored, bepred diboelloc’h an eil re eget ar re all, zo prest-kaer, d’e dro, da lakaat spont er Ministrerezh…

    Gabrielle Bellecour, e penn kabined ministr an Deskadurezh-Stad Louis Tesson, zo e kroashent he buhez. Nevez zo eo bet anvet Louis, a vez skoazellet ganti er vuhez politikel pemzek vloaz zo. Un anaoudegezh eo eviti war dachenn al labour. Komañs a ra da vezañ faezh avat abalamour d’al lusk skuizhus lakaet warni gant he c’harg…
    War dachenn ar familh, a-viskoazh eo dispartiet diouzh tad he merc’h Sara, a zo bet desavet ganti hec’h-unan. Met en oad emañ Sara ma teu ar vugale da vezañ dizalc’h… Un dismantr-traoù eviti war dachenn ar garantez : honnezh, spontet gant an istorioù poanius, n’he deus ket bet Istorioù karantez abaoe bloavezhioù, siwazh d’he mamm, ur vaouez leun a startijenn anezhi (hag a blij dezhi paotreta), Cécile. N’emañ ket Gabrielle en he bleud…
    Ha p’en em gav Éric en he buhez, ur paotr yaouank a gempenn ar ministrerezh, 25 bloaz a-boan, en he buhez, emañ o vont da lakaat he bedig da darzhañ.

    Testenn : Jean Franco et Guillaume Mélanie
    Leurenniñ : Guillaume Mélanie

    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 20 € / PK : 25 € / PD : 27 € / PL : 30 €
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.