
-
DUO DU BAS : AR RAMZEZED
+ PEVARAD TALEG NOGUET -
KANAOUENNOÙ MERC’HED AC’HANN HAG A LEC’H ALL, SONEREZH HENGOUNEL
-
GWENER 19 A VIZ C’HWEVRER | 8E30
-
AÑFI
-
-
Ar ramzezed eo an harozezed a vez anv anezho er c’hanaouennoù a zo bet skrivet hag a zo bet lakaet sonerezh warno gant Elsa Korr ha Hélène Jacquelot. O c’hejadennoù eo linenn-stur ar c’hanaouennoù kanet gant Duo du Bas, evel ur road-movie foll. Tomm-tre int avat ouzh ar sonerezh ergerzhet en-dro d’o div vouezh ha da draoù ar vuhez pemdeziek a blij dezho diheñchañ evit al lusk hag ar varzhoniez. Kinnig a reont deoc’h ur sonadeg leun a souezhadennoù hag a faltazioù ordinal.
Ar pevarad-se savet en-dro d’ar ganerez Rozenn Taleg ha d’ar soner akordeoñs Yannig Noguet, a vod aergelc’hioù ar festoù-noz hag ar sonadegoù gant ampartiz en ur lakaat dibarder ha donded ar gwerzioù e servij birvidigezh ar gavotenn. An daou soner bet pedet gant an daouad da rannañ o skiant-prenet (Julien Padovani ouzh ar c’hlavieroù, ha Timothée Le Bour gant ar saksofon) a zegas d’ar c’hanaouennoù livioù nevesoc’h troet war-zu ar jazz hag an sonerezhioù primaozet. Kinnig a ra ar pevarad-se evel-se ur sonerezh bev ha nerzhus evit an treid, met ivez dous ha blizidik evit an divskouarn !
Pad : 2e.
-
TarifsPB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod
-
-