
-
MARC LAVOINE :
DANS LA PEAU -
KANAOUENNOÙ
-
GWENER 17 A VIZ GWENGOLO 2021 | 8E30
-
AÑFI
-
Abadenn Marc Lavoine a oa rakwelet da gentañ penn d’ar Gwener 19 a viz Meurzh 2021, zo ampellet betek ar GWENER 17 A VIZ MEURZH 2021.
Ar bilhedoù prenet evit ar 19/03/2021 zo mat bepred evit an deiz ma vo an abadenn, da lavaret eo an 17/09/2021.
-
Emañ Marc Lavoine o tont en-dro davedomp etre tud nes. En droiad piano mouezh nevez-se e tigor e galon muioc’h eget biskoazh. Hor pediñ a ra Marc Lavoine, eilet gant Alain Lanty, da ober anaoudegezh gant gwrizioù ur bed merket gant ar varzhoniezh. Ur bed m’emañ e ganaouennoù meur e-kichen re arzourien eo tomm outo. En ur c’hiz nevez en em laka an testennoù war wel neuze. Skrivañ, kanañ, c’hoari a ra Marc Lavoine tammoù karantez, tammoù buhez, tammoù diwar e benn dezhañ… ha tammoù diwar hor penn deomp.
-
TarifsPB : 30 € / PK : 35 € / PD : 37 € / PL : 40 €
-
Liens
-