KOULZAD SEVENADUREL EN ILIZ PLOUGÊR
  • KOULZAD SEVENADUREL EN ILIZ PLOUGÊR

  • SONEREZHIOÙ KLASEL HAG HENGOUNEL
  • SULIOÙ 21 & 28 a VIZ EOST & SUL 4 A VIZ GWENGOLO | 6E00

  • ILIZ PLOUGÊR - KARAEZ

  • QUATUOR POISSON-CHAT
    GREEN GLAZ
    LÙA
  •  

    > SUL 21 A VIZ EOST : PEVARAD POISSON-CHAT

    Sonerezh en dour divoull

    Gant ar pevarad Poisson-chat e vez kontet istorioù a dremenomp hebiou dezho peurliesañ, istorioù sonerezh enno bugaleaj, faltazioù doñvaet, frankizoù hardizh a-vordilh.
    Gant e skritur avanturus, glavuzik, bepred mousc’hoarzhus, ar strollad dic’hortoz-se a ginnig deomp e zoare da lenn barzhoniezh ar bed. Ha gant hon disonioù a-unvouezh, hor biolinoù adtoniet, hor strolladoù adkavet, laouen omp, ken-ha-ken, o kroaziañ hon hentoù.

    Antoine Peran : fleüt a-dreuz
    Pierre Droual : biolin
    Juliette Divry : gaolviolin
    Tim an Naet : akordeoñs


    > SUL 28 VIZ EOST : GREEN GLAZ

    War kanoù ha dañsoù hengounel, hag ivez war testennoù ha sonerezhioù nevez-savet gant an eil hag eben, mouezh Véronique ha telenn Marie en em laka da zasseniñ, a-wechoù e reont gwrizioù, a-wechoù all e nijont kuit. Etre oabloù kemm-digemm Iwerzhon ha traoñiennoù Kreiz-Breizh, pep hini a c’hall kavout e hent…

    Véronique Bourjot : Kan
    Marie Wambergue : Telenn gant loc’hoù

     

    > SUL 4 A VIZ GWENGOLO : LÙA

    Kanennoù hag a bed d’ar veaj

    Lùa a dalvez kement ha « loar » e galizeg. He diskemmoù hag hec’h adskedoù zo aroueziet ganto kejadenn div ganerez donezonet-kaer, puilh ha dibar o hentadoù, Morgane AR C’HUÑV ha Mélanie PANAGET. Ur bedadenn da veajiñ eo ar gejadenn-se… Eus Galiza da Afghanistan, en ur dremen dre Vreizh, Asturiez, Italia pe Venezuela emañ an daouad Lùa o vageal etre primaozadennoù ha kanennoù hengounel. An delenn, ar saz hag ar pandeiro a gej ouzh mouezhioù tomm ha nerzhus ha sevel a reont ur bed sonerezh sebezus ha karadek.

    Mélanie Panaget : Kan, saz, binvioù tos
    Morgane ar C’huñv : Kan, telenn

     

  • Tarifs
    5 € / - 18 vloaz : digoust
    Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken.
  • Organisation
    Kensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Eostad Arzoù.

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.