BARREZH VEUR KIEV : « LUDUENNIG »
  • BARREZH VEUR KIEV
    « LUDUENNIG »

  • DAÑS KLASEL
  • GWENER 13 A VIZ GENVER | 8E00

  • AÑFI

  •  
  • Barrezh Veur Kiev a ginnig deomp un gorollarvest eus ar c’haerañ eus hengoun glan ar varrezh klasel ha kas a ra ac’hanomp da ved marzhus ar marvailh en doa skoet from ennomp pa oamp bugale : Ur wech e oa… Luduennig !

    Gant ar varrezh-se e tri arvest, ur pezh aourezius eus an abadennoù dañs anezhi, eilet gant sonerezh hoalus Prokofiev, emaomp bepred dindan gazel-ge.
    Berzh a ra gant an unsonerien dreist ha laz-koroll hollgaer Barrezh Veur Kiev, hag hi brudet. Un drugar evit an daoulagad hag ar galon, un dudi evit ar re vihan koulz hag ar re vras.
    Eus ar gwellañ skolioù c’hoariva, opera ha korollouriezh en Ukraina e teu izili Barrezh Veur Kiev. He rener, Alexander Stoyanov, pennkoroller-barrezh anavezet er bed a-bezh, a gemer perzh en abadennoù evit dibab, en un doare strizh, an dañserien hag an dañserezed. Ar c’haerder, o zaolioù kaer peurvat hag o brud a laka anezho da zañsal er bed a-bezh.

    Barrezh e 3 arvest gant Barrezh Veur Kiev
    Sonerezh gant Prokofiev

    Renerezh ha korollouriezh : A. STOYANOV
    Pennkorollerien : Stoyanov Alexander ha Kukhar Kateryna

    Pad : 2e10 (ehan-c’hoari e-barzh).

     

  • Tarifs
    PB : 20 € / PK : 25 € / PD : 27 € / PL : 30 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, NP Spectacles
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.