J’AI DORMI PRÈS D’UN ARBRE
  • J’AI DORMI PRÈS D’UN ARBRE

  • KANAOUENNOÙ A-DAOL-DAK
  • LUN 13 A VIZ MEURZH | 10E30 & 2E00

  • AÑFI

  • MANU GALURE • LORENZO NACCARATO • SIMON CHOUF 

  • Goude bezañ graet Tro Frañs war droad ha gant kanaouennoù e-pad daou vloaz, da lavaret eo goude bezañ kerzhet 10 000 km ha bezañ graet 400 sonadeg, Manu Galure en deus istorioù da ganañ. Avanturioù troubadoured, moc’h-gouez hag a zebr ho treid, gwez hag a red, pennadoù kousk-aez re hir ha goded hag a zo c’hwez fall ganto. War al leurenn ez eus ur piano eeun hag ur piano lostek, bitellet ha rangouilh, a vez biñset, tachet, peget seizennoù warno, leuniet a winterelloù hag a houarnaj, pianoioù hag a vez sonet gant an treid, gant morzholioù, gant ur vreolimerez. Heñvel eo an istorioù-se ouzh ar sonerezhioù hag ouzh ar sonioù a zeu d’o heul, iskis ha fentus, gwigour ganto ha leun a widreoù.

    Adalek 6 vloaz.
    Pad : 50 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT SKOLIDI AR C’HENTAÑ DEREZ, AR 6vet HAG AR 5vet KLAS
  • Organisation
    E kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.