ORIANE LACAILLE TRIO + KAOLILA
  • ORIANE LACAILLE TRIO
    KAOLILA

  • SONEREZHIOÙ HIRON
  • SADORN 18 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • ORIANE LACAILLE TRIO
     
    E bed Oriane Lacaille ez eus levezonioù o tont eus Afrika, India, Madagaskar pe Europa. Deuet eus ul lignez sonerien a-berzh he zad René Lacaille e kreskas Oriane Lacaille e-touez arzourien evel Fantazio, Loic Lantoine, André Minvielle, Romane, Brigitte Fontaine… Gant an triad nevez-mañ, harpet gant Piers Faccini, ez a dreist ar roudenn c’hoazh ha lezel a ra ac’hanomp da glevet he mouezh. Ha pebezh mouezh ! Ur vouezh tomm, gwechoù flour ha c’hwek, gwechoù all sklint pe spiset…. Ur banne avel fresk ma sked he zamm heol.


    Oriane LACAILLE : kan, ukulele, toserezh
    Héloïse DIVILLY : toumperezh, kayamb, kor
    Yan-Lou BERTRAND : gourvioloñs, trompih, kor
    Joseph LAVANDIER : teknikour ar son

    KAOLILA

    Gant Kaolia e vez degaset tonioù gwechoù leun a fru hag a wiski, gwechoù leun gant kan ar skrilhed, a boulloù-dour hag a lennoù skornet. Testennoù skrivet e brezhoneg gant ar skrivagner Gégé Gwenn war sonerezhioù dibar savet ha kempennet gant ar strollad. Ur gwir gan d’ar Merc’hed, ar re o deus merket an istor, hag ivez re na vezont ket klevet morse. Kaolila, ur strollad pemp maouez, rust ha taer, a bed ac’hanoc’h da zont da dañva o bed strilhet.

    Marion GWENN : kan, toserezh
    Arzela ABIVEN : kan, toserezh
    Faustine AUDEBERT : kan, toserezh, gitar-boud
    Nicola HAYES : violoñs
    Hélène BRUNET : kan, troadikell Stompbox


    Pad : 1e30
    Evit an holl.

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod.

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.