MA MAISON FAIT CLIC CLAC
  • MA MAISON FAIT CLIC CLAC

  • AVANTUR SONEZEZH KONTET GANT JESTROÙ
  • YAOU 1AÑ A VIZ MEZHEVEN | 9E30 & 10E45

  • AÑFI

  •  
  • E-barzh an ti, ul lec’h didermen da ergerzhet hag un dachenn avantur war un dro, e vez klevet trouzioù a bep seurt, eus ar gegin d’ar gambr, eus ar saloñs d’ar c’hrignol.

    Gant mouezhioù ha binvioù Barbara Glet ha Louis Galliot en em dreuzfurmont dre hud e rimadelloù, a zegas dudi er vuhez pemdeziek hag a gont istorioù. Dont a ra an nozvezh, al lipouzerezh, an doareoù treuzdougen, ar pokoù, da vezañ digarezioù da unvaniñ ar sonerezh, ar jestroù hag an danevelliñ, evel ur bedadenn d’ar veaj.

    An arvest, frouezh ul lavar a-fet sonerezh ha leurennerezh, a laka ar gomz da vezañ lusk, ar jestroù da vezañ koroll, hag ar mouezhioù da vezañ liesvouezhiek. Al lavaroù lies-se zo holl hentoù da zispakañ bedoù faltazius diwar ar gwirvoud ha da zigeriñ speredoù ar vugale war o endro tost. Yao evit ur veaj sonerezh an tostañ ar gwellañ d’ho ti.

    Louis Galliot : gourvioloñs, kan
    Barbara Glet : skritur, kan

    Adalek 2 vloaz.
    Pad : 28 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
  • Organisation
    E kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.