
-
LES BALADINS O C’HOARI
" LA VIE DE CHANTIER "
SKRIVET GANT DANY BOON -
C’HOARIVA
-
SADORN 1AÑ A VIZ EBREL | 8E00
-
AÑFI
-
-
Emañ ar rideoz voulouz o sevel dirak sal bennañ un ostel bihan dismantret, e banlev cheuc’h Pariz. Labourioù zo e pep lec’h… En un endro e giz an « apokalips » emañ Charles Boulin, ar perc’henn, o vont da zegemer e wreg hag e verc’h. Ur souezh e vo, biskoazh kement-all.Plegennoù kaset betek ar pellañ, treuzkompren, doareoù difoutre, c’hwiberezh… a ro lusk d’ar gomedienn-mañ hag a ra eus an hunvre-se ur gwir wallhunvre. Aze ho peus ur meskad spontus ha n’en deus da bal nemet lakaat an dud da c’hoarzhiñ. Savet eo ar steuñvenn, e berr gomzoù, diwar an traoù a c’hall c’hoarvezout gant pep hini pa ra labourioù pe pa glask adkempenn un ti. Ar re a zo c’hoarvezet traoù evel-se ganto war ur chanter en em anavezo er pezh-mañ, evel-just. Ar re all a zo bet kemennet.Komedienn Dany Boon a c’haller diverrañ gant un nebeud gerioù : « Dilojañ a c’halloc’h ober… annezañ a vo diaesoc’h ».
-
TarifsPriz unan : 14 € | Digoust evit ar re dindan 10 vloaz
-
OrganisationE kenlabour gant Les Baladins, Pingpongourien ar Poc’hêr, Klub al Leoned Karaez
-