
-
LA FONTAINE UNPLUGGED
-
ARGEMMOÙ SONEREZH DIBOELL
-
GWENER 22 A VIZ MEURZH | 10E30 & 2E00
-
AÑFI
-
KZH D.N.B.
ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
Adalek 8 vloaz -
An triad-se, leun a startijenn, en deus skrivet kanaouennoù awenet gant La Fontaine evel argemmoù broudus, dibar met feal da spered ar Fablennoù bepred, en ur silañ enno an traoù a laka anezhañ da gizidikaat, ar pezh a blij dezhañ hag ar goulennoù a sav outañ e-unan er mare-mañ.
C’hoant he deus ar garkleiz da wiskañ dilhad IKKS, emañ ar c’had o lorbiñ ar vaot, ar vran brudet deuet da grennardez zo dousaet da algoritmoù al louarn gwidreüs, Emañ Perrina oc’h huñvreal emañ o tont da vezañ ur ganourez hollvrudet…
Gant an tri c’homper keneil abaoe pell a vez diheñchet an antropomorfegezh evit enkorfañ ar c’had, ar vaot, al leon, al logodenn…, gant o mouezhioù ha gant ur bern binvioù evel ar gitar, an toy piano, ar c’hleier pe c’hoazh an tuba.
Ur gwir daolenn-loened gant sonerezh a ro buhez en-dro da fablennoù brudetañ La Fontaine evit lakaat ac’hanomp da brederiañ… met da c’hoarzhin dreist-holl !*unplugged = diluget, dic’hortoz
Kan, toy piano, toserezh, kleier : Marlène Bouniort
Kan, akordeoñs, toy piano, kleier : Sophie Kestelnik
Kan, gitar, tuba, kleier : Laurent MadiotAdalek 8 vloaz
Pad : 50 mn. -
TarifsABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
-
OrganisationKenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France
-
Liens
-
-