CHRISTINE ZAYED TRIO
  • CHRISTINE ZAYED TRIO

  • SONEREZHIOÙ ARAB
  • SUL 30 A VIZ MEZHEVEN | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • Ganet eo bet Christine Zayed e Palestinia, etre Ramallah ha Jeruzalem, en ur familh hag a gar ar sonerezh. Kanerez, sonaozerez ha sonourez kanoun ampart-kenañ eo. Diorren a ra ur bed dezhi hec’h-unan harpet war kodoù ar sonerezh arab klasel, diazezet war ar makam (ar skiant hag ar sonererezh mozel arab sonet war ar prim) ha, dreist-holl, war ar varzhoniezh palestinian a vremañ.


    Staliet eo e Frañs abaoe un nebeud bloavezhioù. Seniñ a ra gant al laz-seniñ Chakâm ha gant ar ganerez iranat Aida Nosrat er strollad Atine. Da-heul an abadenn ma sone hec’h-unan-penn e 2018 hag en-dro d’an tonioù sonet ganti en hec’h albom "Kama Kuntu" a zeuy er-maez en diskar-amzer 2024, e kinnig deroù un triad nevez amañ gant ar soner fleüt Sylvain Barou hag ar soner toserezh Habib Meftah.

    Christine Zayed a ziorren ennañ ur sonerezh a gemer harp war ul lavar sonerezhel legadet. En em adstummañ hag en em dreuzfurmiñ a ra pa vez o daremprediñ toniaouegoù all ha lakaat a ra da glevet pegen puilh eo ar c’henglotañ mouezh-kanoun.

    Pad : 1e15

     

  • Tarifs
    PL : 13 € / PB (- 18 vloaz) : 8 €
    N’emañ ket an arvest-mañ e-barzh hor formulenn goumanantiñ.
  • Organisation
    Sevenet gant al Leurenn Glenmor, Frañs Palestina Kengred Kreiz-Breizh
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.